Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger (saoz.: word) evit komz eus un unanenn yezh ganti ur ster hag enni ur morfem d'an nebeutañ pe meur a vorfem liammet etreze en un doare strizh pe strishoc'h ha ganti un talvoud fonetikel.

Peurliesañ e vez savet ur ger diwar ur wrizienn pe ur c'helf ma c'hell bezañ staget staget oute kengerioù pe get (morfem mann).

Pa vez ouzhpenn ur c'helf en hevelep ger e vez graet "ger kevrennek" anezhañ, ma vez staget an eil kelf ouzh egile a-wezhoù gant ur varrennig-stagañ hervez ar yezhoù.

Diwar meur a c'her, o heuliañ reolennoù kevreadurezh pep yezh hag hervez bep o rummad yezhadur, e oc'heller sevel rannfrazennoù, islavarennoù ha frazennoù klok.

Un termen amsklaer-tre eo an termen "ger" rak daoust ha ma vezont skrivet distag an eil diouzh egile e meur a yezh, en o zouez ar brezhoneg hag holl yezhoù Europa, e meur a yezh all avat e vez skrivet distag an eil diouzh ar re all an holl morfemoù, gerioù pe get anezhe, evel da skouer e sinaeg keit h ma vezont skrivet kenstag an eil re ouzh ar re all e yezhoù all evel da skouer an taieg, keñveriit:

Skritur distag morfem-ha-morfem
Sinaeg
人 人 生 而 自 由, 在 尊 严 和 权 利 上 一 律 平 等。
Japaneg
すべての人間は、生まれながらにして自由であり
Skritur distag ger-ha-ger
Brezhoneg
Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud.
Ruseg
Все люди рождаются свободными и равными в своем достоинстве и правах.
Arabeg
يولد جميع الناس أحراراً متساوين في الكرامة والحقوق.
Skritur peurstag
Taieg
เราทุกคนเกิดมาอย่างอิสระ เราทุกคนมีความคิดและความเข้าใจเป็นของเราเอง เราทุกคนควรได้รับการปฏิบัติในทางเดียวกัน.
Laoeg
ມະນຸດທຸກຄົນເກີດມາມີກຽດສັກສີ, ສິດທິ, ເສຣີພາບແລະຄວາມສເມີພາບເທົ່າທຽມກັນ.

Ouzhpenn-se, er yezhoù yezhoù dezrannel eo aes a-walc'h dielfennañ ar morfemoù hag o c'henstrollañ e gerioù, er yezhoù liessintezel evel an inuktitut avat e vez kenstrollet meur a elfenn leksemek en ur ger nemetañ hag kalz diaseoc'h e teu va vezañ gwelet sklaer e pelec'h emañ ar vevenn etre ar gerioù en un doare heñvel ouzh ar "gerioù" implijet gant yezhoù evel ar brezhoneg.

Peurliesañ avat e c'heller implijet ur geriadur evit goût pehini eo stumm diazez ur ger (pe ur c'helf) hervez stumm ar penngerioù implijet gantañ.


Gwrizienn
"gwel-"
Kelfoù
"gwel-"; "adwel-"...
Lemmaoù
"gwelomp"; "adwelomp", "gwelit"; "adwelit"...

Evit dielfennañ e pelec'h emañ resis ar vevenn etre an eil ger hag ar egile e implijer pemp doare disheñvel:

Ehan
Peurleisañ e ehaner ouzh ar vevenn etre gerioù kentoc'h evit e-kreiz ar gerioù. Lakaet e c'hell bezañ avat ehanoù etre silabennoù pa distager gerioù liessilabennek.
Amrannelezh
Unanennoù eo gerioù ha n'hallont ket bezañ daouhanteret peurliesañ evit stagañ ur c'henger en e greiz.
Unanennoù emren
Peurliesañ, hervez Leonard Bloomfield, e c'hell an darn vrasañ eus gerioù ur yezh bezañ implijet hepmuiken, da lâret eo int kevatal da leksemaoù, daosut ha n'eo ket gwir evit gerioù zo evel ar gerioù-mell
Bevennoù fontikel
Gant yezhoù 'zo e vez lakaat da dalvezout reolennoù resis o tennañ d'an doare ma rank bezañ distaget ar gerioù hag a c'hell reiñ titour diwar-benn deroù pe diwezh ar gerioù hag ar bevennnoù kentereze, da skouer yezhoù ma kouezh taol-mouezh atav war silabenn gentañ atav.
Unanennoù semantikel
Peurliesañ en em dalc'h ar gerioù evel unanennoù semantikel, daoust ha ma'z eus meur a c'her gante nebeud-tre a danvez semantikel ha ne dalvezont nemet evel elfennoù kevreadurezhel.

Gwelit ivez:

kemmañ