Gerberga Germania
(Adkaset eus Gerberga Saks)
Gerberga von Sachsen, pe Gerberga Germania, pe Gerberga Bro-C'hall[1](913 - † 5 a viz Mae 969 gouez da lod, pe 984 gouez da lod all), a oa merc'h d'an impalaer Herri Iañ Germania, lesanvet an Evnetaer, ha d'e bried Matilda Ringelheim.
Dimeziñ a reas da Loeiz IV Tramor, roue Frankia ar C'hornôg
Dimezioù ha bugale
kemmañKentañ dimeziñ
kemmañDa gentañ e timezas da Gilbert, Dug Loren, ha pevar bugel o doe:
- Alberade Loren, ganet war-dro 929, hag a zimezas da Renaud (pe Ragenold), ur penn viking a voe anvet kont Roucy[2]
- Henri, Dug Loren, ganet war-dro 932
- he merc'h Gerberga Lotaringia, pe Gerberga Vermandois, ganet war-dro 935, a zimezas da Alberzh Iañ Vermandois († 987).
- Wiltrude, ganet war-dro 937.
Eil dimeziñ
kemmañE 939 e timezas da Loeiz IV Tramor, roue Frankia ar C'hornôg, hag eizh bugel o doe:
- Lotar (roue Frankia ar C'hornôg) (941-986), roue war-lerc'h e dad
- Mathilda, anvet bremañ Matilda Bro-C'hall, ganet war-dro 943; dimezet da Konrad Bourgogn
- Hildegarde, ganet war-dro 944
- Karloman, ganet war-dro 945
- Louis, ganet war-dro 948
- Charles, Duke of Lower Lorraine (953-993)
- Alberade, ganet war-dro 953
- Henri, ganet war-dro953
Deskadurezh
kemmañHervez skridoù ar mare e oa desket mat speredek, ha troet gant ar politikerezh. Mervel a eure Loeiz IV d'an 10 a viz Gwengolo 954. Mont a reas e intañvez Gerberga da leanez hag abadez e voe e Notre Dame e Laon. Mervel a reas e Reims, Champagne.
Levrlennadur
kemmañ- Bouchard, Constance Brittain. (2001) Those of My Blood: Constructing Noble Families in Medieval Francia. University of Pennsylvania Press.
- "Women in power 750-1000" from Guide2womenleaders.com, last accessed January 13, 2007
Notennoù
kemmañ- ↑ Pa ne oa ket eus Bro-C'hall c'hoazh
- ↑ ?.