Giovanni Antonio Boltraffio
Giovanni Antonio Boltraffio pe Beltraffio (1466 pe 1467[1] - 1516) a oa ul livour italian eus mare an Azginivelezh a orin eus Lombardia, hag a labouras gant Leonardo da Vinci[2]. Boltraffio ha Bernardino Luini e oa an arzourien wellañ -touez holl zeskarded Leonardo. Hervez Giorgio Vasari e oa un noblañs, hag a vije bet ganet e Milano.
An Dasorc'hidigezh eo e daolenn bennañ, livet er bloavezhioù 1490 (livet asambles gant Marco d'Oggiono hag a o ivez deskard gant da Vinci, war ziskouez hiziv an deiz e Gemäldegalerie Berlin).
E Bologna edo e 1500-1502 hag eno e voe sikouret gant ar familh Casio. Poltredoù izili ar familh a livas, hag ivez Pala Casio (e Mirdi al Louvre hiziv an deiz); ma tiskouez an Itron Varia hag ar mabig Jezuz gant Yann-Vadezour ha Sant Vastian hag daou roour war o daoulin, Giacomo Marchione de' Pandolfi da Casio hag e vab, ar barzh Girolamo Casio[3], hag a venegas Boltraffio e sonedennoù skrivet gantañ. Poltred Girolamo Casio livet gant Boltraffio a zo war ziskouez e Pinacoteca di Brera, Milano.
Oberennoù pennañ
kemmañ- Pala della Madonna, e-tro 1505, National Gallery, Londrez
- Pala della Madonna col Bambino, i santi e il poeta Girolamo Casio, Mirdi al Louvre, Pariz
- Pala di Lodi, Mirdi an Arzoù-kaer, Budapest
- Ritratto di una signora come santa Lucia Mirdi Thyssen-Bornemisza, Madrid
- Uomo di profilo, National Gallery, Londrez
- Madonna col Bambino, Mirdi an Arzoù-kaer, Budapest
- Madonna col Bambino, Mirdi Poldi Pezzoli, Milano
Oberennoù a vez roet dezhañ
kemmañ- Madonna Litta, Mirdi ar Peniti, Sankt Peterbourg, marteze livet gant Marco d´Oggiono
- Familh santel, Diskouezva Broadel Praha, kopiet marteze a-walc'h, livadur orin dianavezet
- Gwerc'hez gant he bugel, Roma, Sant´Onofrio, Museo del Tasso, lakaet war-gont Cesare da Sesto a-wechoù
- Fine Arts Museums San Francisco : Poltred un den Man, marteze gant Ambrogio de Predis
Notennoù
kemmañ
Liammoù diavaez
kemmañ- E vuhez e lec'hienn National Gallery of Art
- Boltraffio e lec'hienn Artcyclopedia
- Pala Casio e Mirdi al Louvre
- An Itron Varia hag ar mabig Jezuz Child(1495) e lec'hienn Mirdi Poldi Pezzoli, Milano
- Itron Varia hag ar mabig Jezuz e lec'hienn Mirdi Arzoù-kaer Budapest
- Poltred Girolamo Casio (1500-1502) e Pinacoteca di Brera, Milan
- Poltred un den yaouank e lec'hienn National Gallery of Art, Washington DC
- (Timken Museum of Art, San Diego, CA) Den yaouank o terc'hel ur bir
- Web Gallery of Art oberennoù Boltraffio
- Art Database: Luc'hskeudennoù eus oberennoù Boltraffio.