Glíma

doare gouren eus Island

Ar glíma (ger islandek) zo un doare gouren eus Island, anavezet a-gozh.

Schwingen, gouren Suis

Pevar zra zo pouezus evit ar glíma :

  • en o sav e vez ar c'hourenerien dalc'hmat
  • treiñ a reont an eil en-dro d'egile
  • tapout a ra an eil krog en egile dre an dargreiz
  • klask a ra an eil lakaat egile da gouezhañ, war-bouez e zivesker, e dreid hag e zivlez

Gant ar c’hourenerien e vez gwisket dilhad hag un doare gouriz a dalvez dezho da dapout krog an eil en egile. An hini kentañ eus an daou emganner a zeu a-benn da ziskar an hini all eo a c’hounez.

Anavezet eo ar glíma abaoe an XIIvet kantved d’an nebeutañ. Menegoù zo, er sagaoù islandek kozh, a laka da soñjal eo koshoc’h c’hoazh.

Ur sport broadel eo en Island, met bremañ e vez pleustret en un nebeud broioù all ivez (Sveden, Alamagn…),

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.