Gnaeus Domitius Ahenobarbus
Gnaeus Domitius Ahenobarbus | |
---|---|
Bruskdelwenn Gnaeus Domitius Ahenobarbus | |
Reuz | |
Koñsul e 32 | |
Buhez | |
Ganedigezh | -17 pe -2, Roma |
Marv | Miz Kerzu 40, Pyrgi |
Maread | Henroma |
Labourerezh | Politikour, Soudard |
Tad | Lucius Domitius Ahenobarbus |
Mamm | Antonia Major |
Breurzed | Domitia Domitia Lepida Lucius Domitius Ahenobarbus |
Gwreg | Agrippina ar Yaouankañ |
Mab | Neron |
Gnaeus Domitius Ahenobarbus (war-dro ar bloaz 17, pe 2 kent JK – miz Genver 41) a oa un den eus an tiegezh uhel Julia-Claudia, e Henroma. Mab e oa da Antonia Major (merc’h Octavia Minor, a oa c’hoar d'an impalaer Augustus, ha d'hec’h eil pried Marcus Antonius). Dimeziñ a reas da Agrippina ar Yaouankañ ha tad e oa d’an impalaer Neron.
Buhez
kemmañYaouankiz
kemmañN’eo ket anavezet mat deiziad ganedigezh Domitius. Krediñ a reer e oa ganet e 17 kt. J.-K pe 2 kt. J.-K. Div c’hoar en doa d’an nebeutañ, Domitia ha Domitia Lepida, ha marteze ur breur ivez, anvet Lucius Domitius Ahenobarbus, hag a vez mesket gantañ buhez Gnaeus Domitius er skridoù kozh.
Reuz
kemmañEn ur zeskrivañ anezhañ e-giz « un den kasaus a-bezh », Suetonius a gont tammoù eus e vuhez : lazhet en deus unan eus e sklavourien frank peogwir n’en doa ket evet a-walc'h war a soñje. Tremen a reas ivez gant e garr war ur bugel, en ur gêr eus ar Via Appia. Ha pa oa pretor, laerezh a reas ar gwenneien klaoustreet. Ur mell merc’hetaer e oa ouzhpenn. An impalaer Tiberius en doa e gondaonet diwar e dreitouraj, e avoultriezh hag e insest gant e c’hoar, met salvet eo bet a-drugarez da bignerezh Caligula.
Koñsul eo bet er bloaz 32, ha lakaet da gomiser e 37 gant Tiberius. E vab Lucius Domitius Ahenobarbus, hag a deuas da vezañ an impalaer Neron, a zo ganet d’ar 15 a viz Kerzu 37. Hervez Suetonius, pa oa bet gourc’hemennet evit ganedigezh e vab gant e vignoned, lavaret en deus e vefe kasaus ha dañjerus pep hini eus ar vugale ganet anezhañ hag Agrippina , ar pezh a droas gwir e-kerzh eil hanterenn renad Neron ; ha pa spazhas Neron ur paotr anvet Sporus evit e zimeziñ e-giz ur wreg, Suetonius a venegas un den all en doa klevet, hag en doa lavaret anezhañ e vefe bet kalz gwelloc’h ar bed m’en dije dimezet tad Neron un den heñveloc’h ouzh Sporus.
Mervel a reas e Pyrgi, e miz Genver 41. Hervez bolontez Domitius, hêrezhiñ a reas Neron un drederenn eus madoù e dad, met Caligula, meneget ivez en testamant, a gemeras hêrezh Neron evitañ e-unan. Pa deuas Glaoda da impalaer, e voe adkemeret gant Neron.