God (kanaouenn gant John Lennon)
God a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer saoz John Lennon (1940-1980).
Enrollañ hag embann
kemmañLod eo God eus John Lennon/Plastic Ono Band, kentañ albom studio Lennon war-lerc'h ar prantad Beatles. Enrollet e voe an holl ganaouennoù anezhañ e studioioù Londrez adalek ar 26 a viz Gwengolo betek an 23 a viz Here 1970. Ouzhpenn Lennon o kanañ hag o c'hoari piano e kemeras perzh ar soner piano stadunanat Billy Preston, ar soner gitar-boud alaman Klaus Voormann ha tabouliner kozh The Beatles Ringo Starr enni.
Embannet e voe an albom d'an 11 a viz Kerzu, God an dekvet kanaouenn anezhañ, war-lerc'h Look at Me hag a-raok My Mummy's Dead ; padout a ra-hi 4:09.
An danvez
kemmañA-viskoazh e oa bet trubuilhet John Lennon gant darvoudoù kriz c'hoarvezet en e vugaleaj (desavet e voe gant e voereb Mimi hag eñ dilezet en yaouank gant e dud ; mervel a reas e vamm gant ur gwallzarvoud nepell diouzh ti Mimi). E dibenn miz Meurzh 1970 e voe kaset dezhañ The Primal Scream: Primal Therapy, The Cure for Neurosis, ul levr nevez-embannet gant G. P. Putnam's Sons ha savet gant ar bredoniour stadunanat Arthur Janov. Peurlennet e voe an oberenn gant Lennon en ur ober tri devezh ha goulenn a reas gant e wreg Yoko e pellgomzje-hi d'ar medisin evit ma teuje d'ober war e dro. Goude termal e reas Janov e vennozh dont da Londrez, a-gevret gant e wreg Vivian hag o daou vugel. E Tittenhurst Park[1] e krogas ar mezegerezh pemdeziek, Arthur Janov oc'h ober war-dro John ha Vivian Janov oc'h ober war-dro Yoko. E-kerzh unan eus an abadennoù a ranne Janov gant e glañvdour brudet e tegouezhas ar gaozeadenn[2] da-heul
JL - What about religion?
AJ - People in pain usually seek out religion.
JL - Oh, God is a concept by which we measure our pain. Gant ar frazenn rik-se e krog God, heuliet gant ul lostennad traoù pe dud — an hudouriezh, Yi Jing, ar Bibl, an tarod, Hitler, Jezuz, Kennedy, Bouda, Mantra, Gita, ar Yoga, ar rouaned, Elvis, Zimmerman ha... Beatles — en devoa desket Lennon tamm-ha-tamm chom hep bezañ dindan o beli ken.
Echuiñ a ra ar ganaouenn gant ur gemennadenn sklaer ken ez eo d'ar re a grede dezhe c'hoazh e c'hallfe ar strollad The Beatles kendelc'her gant e hent :
I was the walrus[3] (o tamvenegiñ ar ganaouenn I Am the Walrus (Magical Mystery Tour, 1967)
But now I'm John
And so, dear friends,
You'll just have to carry on
The dream is over (Achu eo an abadenn).
D'an 10 a viz Ebrel 1970, ur sizhun a-raok donedigezh McCartney — e gentañ albom solo — e kemennas Paul McCartney ez ae diouzh The Beatles.
Ar gerioù...
kemmañLiamm diavaez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Ti-annez Lennon, en Ascot (Berkshire, Bro-Saoz).
- ↑ Arthur Janov interview about John Lennon's Primal Scream Therapy.
- ↑ Me 'oa ar c'hole-mor.