Gousperell Daubenton

Gousperell Daubenton


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Chiroptera
Kerentiad : Vespertilionidae
Genad : Myotis
Anv skiantel
Myotis daubentonii
Kuhl, 1817
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Gousperell Daubenton (Myotis daubentonii) a zo un askell-groc'hen hag a vev en Eurazia.

Doareoù pennañ kemmañ

War-dro 5 cm eo he hirder hag etre 5 ha 15 g he fouez. Evel an holl c'housperelled eo bihan ha gell.

Nijal a ra a-us d'an dour evit pakañ amprevaned en he genoù pe en hec'h askell a ya d'ober ur c'hodell. Chaseal a ra ivez war-c'horre an dour o tapout krog en he freizhoù gant he favioù a-dreñv.

Diouzh an deiz e kav bod er gwez pe e savadurioù liesseurt.

Gallout a ra beajiñ 300 km evit mont da c'hoañvaat d'ur vougev pe d'ur vengleuz.