Großstadt
Großstadt zo un daolenn eus 1928 gant al livour alaman Otto Dix (1891–1969).
Deiziad krouiñ | 1927 |
---|---|
Lec'h | Kunstmuseum Stuttgart |
Krouet gant | Otto Dix |
Niverenn katalog | 95 |
Danvez implijet | oil paint, tempera, panel |
Dastumad | Kunstmuseum Stuttgart |
Niverenn renabl | O-1890 |
Deskrivet en URL | https://www.artsy.net/artwork/otto-dix-grossstadt-metropolis, https://sammlung.kunstmuseum-stuttgart.de/objekt/grossstadt |
Un deirzaolenn eo, a ziskouez ur gêr diouzh an noz da vare Republik Weimar. Al lodenn gleiz a ziskouez ur soudard kozh mac'hagnet o vont etrezek gisti. An daolenn greiz a ziskouez diabarzh un davarn-noz gant ur strollad sonerien o lakaat tud pinvidik da zañsal. An daolenn dehoù a ziskouez gisti evit an dud pinvidik gwisket gant feur a zo o vale e-kichen ar soudarded vac'hagnet hep sellet outo.
Temoù lies a gaver en daolenn. Penaos bezañ ur vaouez, ar reizh, freuz ar mad en ur gêr vras vodern. Hervez ar gelennerez war an arzoù Marsha Meskimmon[1], ar soudarded kozh zo « diskouezet gwan e nouspet doare dre revelezh tagus maouezed Weimar. An ekonomiezh ha galloud ar reizh zo chomet etre daouarn merc'hed hep vertuz taolennet evel euzhviled ar vodernelezh. »
E Kunstmuseum Stuttgart emañ an daolenn abaoe 1972.