Guillaume Rioual, pe Gwilhoù Riwal (18 Kerzu 1793 e Sant-Tegoneg - 17 Eost 1843 e Kastell-Paol), a oa beleg ha saver kantikoù.

Beleget e voe e 1819, hag anvet da gure e Kraozon. Person e voe goude-se e Plogoneg adalek 1824, hag e Skaer adalek 1827 betek 1842. Mervel a reas e ti-retred ar veleien gozh e Kastell-Paol er bloaz war-lerc'h.

Meur a gantik brezhonek a savas, evel "O, aelez ar baradoz" pe "Gouelit, va daoulagad".