Guillaume du Bellay

Guillaume du Bellay, aotrou Langey (Eure-et-Loir), ganet e 1491 e kastell Glatigny e-tal Souday (Loir-et-Cher), e Perche, ha marvet d'an 9 a viz Genver 1543 e Saint-Symphorien-de-Lay (Loire), a oa ur brezelour, un diplomat, hag un istorour gall.

Guillaume du Bellay

Mab henañ Louis du Bellay hag e bried Marguerite de La Tour-Landry e oa, ha breur d'ar c'hardinal Jean du Bellay ha da Martin du Bellay.
Daoust ma oa da vont d'ober micher an armoù e voe skoliet e skol-Veur Añje, a blijas kenañ d'ar priñs a servijas, Louis de Bourbon-Vendôme, a gasas anezhañ d'al lez, ma plijas ivez d'ar roue Frañsez Iañ.(Daveoù a vank)

E 1525, goude emgann Pavia, e voe kaset gant ar rejantez Louise, mamm ar roue, davet he mab a oa prizoniad e Madrid.

Rabelais en deus skrivet diwar-benn e varv.

Beziet e voe en iliz-veur Le Mans, ma voe skrivet

Ci gît Langey, dont la plume et l’épée
Ont surmonté Cicéron et Pompée
.

Karl V en defe lavaret en devoa graet Langey muioc'h a zroug dezhañ eget an holl C'hallaoued a-unan.

Guillaume du Bellay a warezas ar frankiz da soñjal, hep mont keit ha sevel a-du gant ar brotestanted.

E 153435 e klaskas, en aner, aozañ un emwel etre ar roue Frañsez I ha Philipp Melanchthon ; e 1541 e klaskas reiñ harp d'ar Vaudois.
Rabelais oa en e goskor, hag a yeas gantañ da Piemonte etre 1540 ha 1542.

Pennad kar

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ