Tagadenn Crocus City Hall

Tagadenn Crocus City Hall a voe un dagadenn sponterezh gant ar Stad Islamek sevenet d'an 22 a viz Mae 2024, er C'hrocus City Hall en Krasnogorsk, Oblast Moskov, Rusia.

Tagadenn Crocus City Hall
coordinated terrorist attack, fuzuilhadenn a yoc'h, lazhadenn a-yoc'h, tan-gwall
Rann eussponterezh e Rusia, sponterezh islamek Kemmañ
StadRusia Kemmañ
E tiriadKrasnogorsk, Oblast Moskov Kemmañ
Gwerzhid-eurMoscow Time Kemmañ
Lec'hCrocus City, Crocus City Hall Kemmañ
Daveennoù douaroniel55°49′33″N 37°23′26″E Kemmañ
Deiziad22 Meu 2024 Kemmañ
Deiziad kregiñ22 Meu 2024 Kemmañ
Deiziad echuiñ22 Meu 2024 Kemmañ
Efednational day of mourning Kemmañ
ArmamentMolotov cocktail, Kalashnikov rifle, Pistolenn, Kontell Kemmañ
BukennCrocus City Hall, sivil Kemmañ
Map

Kroget e oa an dagadenn da 8 eur noz, nebeut a-raok ma grogje sonadenn ar strollad rusian Picnic. Pevar sponter a oa bet o tennañ war an dud kement ha kontellañ arvesterien. Ouzhpenn-se e oa bet implijet bombezennoù-tan o devoa plantet tan er sal Venue. Hervez an enklaskerien e oa bet lazhet 139 den e-kerzh an dagadenn, hag ouzhpenn 182 arvester a oa bet gloazet gant tennoù pe "ampoezonet" e-liamm gant an tan-gwall.

Disoc'h

kemmañ

E Rusia

kemmañ

Kannaded uhel eus ar strollad Rusia unvanet, strollad Vladimir Poutin o deus galvet da zistro ar boan a varv e Rusia.

En estrenvro

kemmañ

D'ar 24 a viz Meurzh, ar gouarnamant c'hall a embanne e oa uhelaet ar surentez d'al live uhelañ er vro. Ar c'hentañ-ministr Gabriel Attal, oc'h ober dave d'an dagadenn e Moskov, a embanne e oa ur rediñ dre ma oa ar c'hoarioù olimpek a-benn tri miz e Pariz.