Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001
Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 (saozneg: The September 11 attacks, lesanvet an 9/11) zo un heuliad peder zagadenn gant ur strollad sponterien islamek eus an aozadur al-Qaeda e Stadoù Unanet Amerika. Kroget e oa an tagadennoù diouzh ar mintin d'ar meurzh 11 a viz Gwengolo 2001. Dre ar gwalldaolioù-se e voe lazhet 2996 den, ouzhpenn 6000 a voe gloazet, war-dro 10 miliard a zollaroù a zistrujoù ersavadurioù pe enframmadurioù ha war-dro 3 mil miliard a zistruj en holl.
Rann eus | terrorism in the United States |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Gwerzhid-eur | Eastern Time Zone |
Lec'h | Arlington County, Manhattan, Shanksville |
Raklec'hiet gant | 1993 World Trade Center bombing |
Deiziad | 11 Gwe 2001 |
Organizer | Arabia Saoudat |
Immediate cause of | War on Terror |
Armament | airliner |
Hashtag | September11, September11th, NeverForget, NeverForget911, 911Attack |
Deskrivet dre | Memoria e Luce |
Bukenn | World Trade Center, Pentagon, Kapitol ar Stadoù-Unanet, Ti Gwenn |
Oberour | Al-Qaida |
Pevar c'harr-nij dezougen tud eus div embregerezh stadunanat (United Airlines hag American Airlines) an holl anezho lorc'het adal aerborzhioù biz ar vro o vont war-zu Kalifornia a oa bet tapet gant 19 sponter ezel da al-Qaeda. Daou eus ar c'hirri-nij, an nij American Airlines 11 hag hini an United Airlines 175, a voe flastret war tourioù norzh ha su, ar World Trade Center e kêr New York. Goude 1 eur ha 42 munutenn, an tourioù a gouezhas en o foull, gant tammoù o nijal a-bep tu o entanañ pe lakaat d'an traoñ ar savadurioù tro-dro er greizenn World Trade Center ha labezañ ar savadurioù er-maez d'ar greizenn. un trede karr-nij, nij American Airlines Flight 77, a voe flastret war ar Pentagon (pennlec'h ministrerezh an difenn d'ar Stadoù Unanet Amerika) e Arlington, Virginia, hag a zismantras ul lodenn eus tu kornôg ar savadur. Ar pevare karr-nij, nij United Airlines 93, hag a oa gant an hent war-zu Washington, D.C., a voe flastret en ur park e Stonycreek Township nepell diouzh Shanksville, Pennsylvania. Ar veajourien a oa deuet a-benn da dalañ ouzh ar sponterien ha da lakaat ar c'harr-nij da gouezhañ e-plas ma vije implijet evel bombezenn. Ar gwalldaolioù spontus-se a voe ar wech kentañ o welet kement a bomperien hag a ofiserien polis o vezañ lazhet en istor Stadoù Unanet Amerika en un taol : 343 pomper ha 72 ofiser polis lazhet.
Embannet e voe gant Mary Robinson, komiserez uhel an ABU evit Gwirioù mab-den, e oa un torfed a-enep an denelezh. Ur stroñs psikologel e voe evit kantadoù a vilionoù a bellarvesterien dre ar bed. Diskouezet e voe e 2004 e oa kablus Al-Qaeda hag e benn bras Ousama ben Laden gant ar C'hengor Broadel diwar-benn ar gwalldaolioù sponter a-enep Stadoù-Unanet Amerika. Kalz displegadennoù all zo bet ijinet gant an iriennourien dre ar bed. Azgwelouriezh ha nac'helouriezh zo bet tamallet dezho.
Goude ar gwalldaolioù e voe kreñvaet lezennadurioù a-enep ar spontouriezh gant kalz stadoù. Roet e voe ar brall d'ur « brezel a-enep ar spontouriezh » gant ar Stadoù-Unanet, en o zouez en Afghanistan kerkent a miz Here 2001, hag en Irak adalek miz Meurzh 2003. A-benn ar fin e voe lazhet Ousama bel Laden gant ur bagad stourm stadunanat e Pakistan d'an 2 a viz Mae 2011. Dreset eo bet ar Pentagon, ha savet un tour nevez anvet One World Trade Center, ur mirdi, ur c'hounlec'h hag ur porzh-houarn.
Digoret e vo ar prosez ouzh aozerien bennañ ar gwalldaolioù adalek an 11 a viz Genver 2021.