Gwenn (santez)
Gwenn a oa ur briñsez vrezhon a veve er VIvet kantved.
Meur a vojenn zo diwar he fenn, ha meur a vaouez a c’hellje bezañ bet, dezho an hevelep anv, evel ma c’hoarvez alies. Anavezet eo e Kembre gant an anv Gwen Tair Bron. Eno e soñj da enklaskerien zo e c’hellfe bezañ bet un doueez vamm.
E Breizh eo anavezet da gentañ evel mamm sant Gwenole. Dimezet e vije bet da Fragan, ur priñs eus Kembre eñ ivez, ha tec’hout a reas da Arvorig a-gevret gantañ. Dilestrañ a rejont war an aod, e-kichen genoù ar stêr Goued, hag en em staliañ eno, el lec’h zo anvet bremañ Ploufragan. Un trede mab o devoe, goude daou vreur gevell : Gwezhenneg, Jagu ha Gwenole. Hervez ar vojenn e oa teir bronn gant Gwenn, evit magañ he zri mab. Ur verc’h he devoe ivez goude, Klervi.
Daoust ma reer ur santez anezhi, n’eus ket kalz ilizoù pe chapelioù dindan anv Gwenn e Breizh. En iliz-parrez Plian, e Goueloù, hag e chapel Sant Weneg e Brieg e c'heller gwelout delwennoù eus santez Gwenn gant he zri mab.
Goude marv Fragan e vije dimezet Gwenn en-dro hag ur bugel all he dije bet, Kadvan, a voe diskibl da Wenole ivez. Skrapet e voe Gwenn div wech gant morlaeron angl-ha-saoz eus Breizh-Veur, met bep taol e teuas a-benn da dec’hout kuit ha da zistreiñ da Vreizh Vihan. War ziwezh he buhez en em dennas e Whitchurch Canonicorum, er pezh zo bremañ Dorset, e Bro-Saoz. Hag eno e vije chomet he relegoù.
D’an 18 a viz Here e vez lidet he gouel. Pedet e vez santez Gwenn... evit kaout bugale.
Skeudennoù
kemmañ-
E Brieg , e chapel Sant Vennec, delwenn santez Gwenn hag he zri mab (vers 1578).
-
E Plougastell, e chapel Sant-Gwenole : stern-aoter sant Loeiz, ha santez Gwenn en e gichen.
-
Delwenn santez Gwenn e Plougin
-
[[Chapel Sainte-Blanche e Sant-Kast.