Gwereg Iañ
Gwereg, pe Gwereg Iañ (war-dro 500-550), a oa roue kentañ Bro-Ereg, ur rouantelezh a voe roet dezhi anv ar roue.
Anv
kemmañKavet e vez ivez an anv-mañ skrivet Waroch, Waroc, Warok.
Ar skrivadur Waroc'h zo ur stumm fazius eus an anv.
N'hall ket ar stumm Waroc'h bezañ deuet war-wel a-raok ma voe ijinet ar c'h gant an Tad Juluan Maner. C'hoarvezet eo ar fazi dre ma n'ouied ket penaos distagañ ar stumm skrivet Waroch a-raok.
Istor
kemmañKrediñ a reer eo en Alre e oa kêrbenn ar roue Gwereg Iañ.
Tri bugel en dije bet:
- e vab henañ Kanao a voe roue war e lerc'h,
- Macliau, eskob Gwened, a voe roue war-lerc'h e vreur;
- Trifina, a zimezas da Conomor, kont Poher.
Gant e vab-bihan Gwereg II avat (a-wechoù e vez mesket an daou anv) eo e voe kemeret kêr Gwened, dalc'het neuze gant ar Franked, e 577.
Fest
kemmañE anv a zo bet roet d'ur gouel hag a vez aozet bep blez : ar Roue Waroch, diouzh e anv e galleg.
Notennoù
kemmañ
Levrlennadur
kemmañ- Howorth, Henry H. "The Ethnology of Germany. Part 3: The Migration of the Saxons." The Journal of the Anthropological Institute of Great Britain and Ireland, Vol. 7. (1878), pp 293–320.
- Gregor Teurgn. The History of the Franks, Volume II: Text. Troet d'ar saozneg gant O. M. Dalton. Clarendon Press: 1967.