Trifina
Trifina a oa pried ar roue brezhon Konomor hervez mojennoù Breizh.
Un den kriz-meurbet ee vije bet oa Konomor. Lazhañ a ra e wragez kenkent ha bugale gante. Diouganet e vije bet dezhañ e vije lazhet gant e vab ha strivañ a reas d'en em zizober diouzh kement mab a oa ganet dezhañ. An hini diwezhañ e oa Trifina a oa merc'h da Gwereg Iañ, ha c'hoar da g-Kanao Iañ ha da v-Macliau. Gwilioudiñ a reas-hi ha genel Treveur. Gourc'hemenn a reas Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet 5 kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h kristen. Hervez lenneien zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz kozh ar Gelted ha n'en doa ket asantet heuliañ ar relijion kristen.
Krediñ a ra lenneien zo e c'hallfe bezañ ar roue Marc'h e mojenn Tristan hag Izold, hag ivez Paotr e varv glas ar c'hontadennoù. Adkavet ez eus bet roud eus ur roue Conomor e Kerne-Veur ha gallout a rae e rouantelezh en em astenn en daou du da Mor Breizh.
Pezhioù-c'hoari
kemmañ- Sainte Tryphine et le Roi Arthur zo ur pezh-c'hoari, pe gentoc'h ur mister, dastumet gant Fañch an Uhel.
- Santez Trifina hag ar Roue Arzur, gant Charlez Gwennou, e 1899.
- Santez Trifina (pezh-c'hoari), gant Abad Joanno, e 1925.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Asse, René Légende de Sainte Trifine [suivi de] La Bretagne armoricaine. Vannes, Albert Commelin, 1899. Da lenn e Levraoueg niverek Skol-Veur Breizh-Uhel