Paotr e varv glas

Paotr e varv glas zo ur gontadenn vrezhonek, troet diwar kontadenn Charles Perrault en dastumad gallek Les Contes de ma Mère l'Oye (1697), hag al levr kentañ embannet gant Al Liamm er rummad Levrioù ar vugale er bloavezhioù 1950[1].

Paotr e varv glas gant e wreg hag an alc'hwez hud hervez Gustave Doré
Lazhadenn Paotr e varv glas, hervez Walter Crane

An anv er yezhoù allAozañ

  • Blaubart en alamaneg
  • Barbablava e katalaneg
  • Barbe Bleue e galleg
  • Blue Beard e saozneg

Orin ar vojennAozañ

Klasket ez eus bet kavout orin ar gontadenn en istor ar roue brezhon Konomor hag e bried dougerez Trifina, dibennet gantañ. Lod all a wel an orin en istor Jili Raez.

An istorAozañ

Ur wreg ranell a deu da c'houzout ar wirionez diwar-benn he fried: ur muntrer gwragez a zo anezhañ.

Dibarded PerraultAozañ

E kontadenn Perrault eo ez eus anv eus ar bomm: Anna, ma c'hoar Anna, daoust ha ne welez netra ebet o tont?

Doareoù allAozañ

Meur a zoare all zo d'ar gontadenn, hag unan zo ivez gant ar vreudeur Grimm, anvet Der Räuberbräutigam.

Lennegezh vrezhonekAozañ

  • Ar gontadenn Ar plac'h hag an naer ganet war un hevelep tro gant ur wreg, gant Fanch an Uhel, a denn al lodenn diwezhañ anezhi da gontadenn Paotr e varv glas[2].
  • Ur pezh-c'hoari brezhonek zo bet savet gant Roparz Hemon diwar ar gontadenn, anvet An Intañvez Barv Glas, embannet e 1965, ha c'hoariet e 1966 e KEAV.

Oberennoù allAozañ

LennegezhAozañ

C'hoariganoùAozañ

Pennadoù karAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Paotr e varv glas hervez Perrault, embannet gant Al Liamm, hep bloaziad ([1954]?), skrivet war ar bruderezh «Evit ar wech kentañ e brezhoneg».
  2. E Kontadennoù ar Bobl, levrenn gentañ, Al Liamm, 1984. Kontet gant Anna al Levrienn, matezh a barrouz Prad, e 1871.