Les Contes de ma Mère l'Oye

Les Contes de ma Mère l'Oye zo un dastumad eizh kontadenn c'hallek, skrivet gant Charles Perrault en 1697, a zo bet embannet dindan an titl Histoires ou contes du temps passé, avec des moralités : Contes de ma mère l'Oye. Hiriv eo un oberenn glasel eus al lennegezh-vugale, ma'z eo damankouaet oberennoù all ar skrivagner.

Ur bajenn eus an dornskrid, a-raok an embannadur.
Un embannadur eus Les Contes de ma Mère l'Oye, oberenn Charles Perrault, e 1695.
Ma Mère l'Oye, skeudennet gant Gustave Doré

Anv al levrAozañ

Ma Mère l'Oye zo un anv ijinet, hini ar goueriadez a gont an istorioù, ur vaouez eus ar seurt a oa anavezet gant lennerien an oberour.

Kentañ meneg eus Ma Mère l'Oye a zo kavet e 1660 e-barzh ur seurt kelaouenn sizhuniek anvet La Muse Historique dindan pluenn Jean Loret. Gant Perrault eo e vo brudet ar vaouez kaezh.

Ar c'hontadennoùAozañ

Setu anvioù an eizh kontadenn e komz-plaen :

Teir danevell, bet skrivet a-raok, zo bet staget ouzh an dastumad:

E brezhonegAozañ

An holl gontadennoù-se zo bet embannet e stumm pe stumm e brezhoneg evit ar vugale. Lod a gaver e dastumad Levrioù ar vugale, embannet er bloavezhioù 1950 ha 1960 gant Per Denez e ti Al Liamm.

OrinAozañ

Lakaet e oa bet al levr dindan anv mab an oberour (ganet e 1678) pa voe embannet. Oberennoù all a zeuas a zindan pluenn Charles Perrault, met homañ eo an hini vrudetañ.

N'en deus ket ijinet ar c'hontadennoù, met gwisket en deus en un doare lennegel koñchennoù a veze kontet d'ar vugale en e amzer gant mitizhien ha magerezed diwar ar maez. Eveltañ e ray Anatol ar Braz pa dapo brud gant La Légende de la Mort, al levr savet diwar gontadennoù brezhonek klevet gantañ.

Awenet eo bet Perrault ivez gant kontadennoù ar skrivagner italian Giambattista Basile, en doa dastumet kontadennoù e Kreta ha savet ul levr ganto.

E saoznegAozañ

E 1729 e voe embannet e saozneg troidigezh levr Perrault, Histories or Tales of Past Times, Told by Mother Goose. Diwar neuze e teuas Mother Goose da vezañ mamm an holl gontadennoù hag an holl rimadelloù.

Ar penntudennoùAozañ

 
Skritell da vrudañ oberennoù ar skrivagner amerikan Baum a skrive Popular Books For Children 1901. War ar skritell e welomp anv eus Father Goose.

Ar roñflAozañ

Ar roñfl n'en deus ken c'hoant nemet debriñ an haroz. Skeudenniñ a ra ar c'hoant dall a zegas distruj ha war un dro an tad a ranker diskar da zont e-maez ar vugaleaj.

Ar wrac'hAozañ

Skeudenn ar vamm hek eo-hi, kemmesket a-wechoù gant hini al lezvamm, a harz karantez an tad ouzh e vugale. Mirout ouzh an haroz a vont war-raok a venn ober, distruj anezhañ a-wechoù, gant gwidreoù ha troioù hud.

Ar briñsez hag ar priñs yaouank koantAozañ

Ar briñsez n'eus ket dezhet dezhi c'hoazh petra eo ar garantez. Ret eo dezhi erruout en oad ar gaezhouregezh a-raok. Gwadañ a-greiz-holl a ra Koantenn Koad ar C'housk pa vroud he biz gant un nadoz, evel ma wad ar plac'hig pa zegouezh hec'h amzerioù kentañ, met ur pennad e rank gortoz c'hoazh, evel ar Goantenn gant he fennad kousk hir, a-raok ma vo prest da amprouiñ ar garantez en he c'hig.

Gwelout ar pennadoù gwerc'h ha dimezell.

Ar BleizAozañ

SkridAozañ

LiammoùAozañ

E saoznegAozañ