Kabellig Ruz
Kabellig Ruz a zo ur gontadenn adskrivet gant Charles Perrault (Le petit Chaperon Rouge) e Bro-C'hall, ha gant Jacob ha Wilhelm Grimm (Rotkäppchen) en Alamagn. Ur gontadenn-bobl, meur a zoare dezhi, eo homañ. Da gentañ e oa un istor evit bugale, met kaoz ennañ memes tra eus reizh, lazhañ, debriñ tud. Enebet eo dañjer ar c'hoad ouzh surentez ar gêr hag ar gêriadenn, en ur stumm krennamzerel, goude ma n'eus stumm skrivet ebet eus ar Grennamzer.
E brezhoneg eo bet embannet gant Al Liamm, er rummad Levrioù ar vugale e 1957. E renkadur Aarne-Thompson emañ dindan an niverenn 333 .
Doareoù poblek
kemmañRoud a gaver eus ar gontadenn e meur a vro eus Europa, ha meur a stumm dezhi, a-raok ar XVIIvet kantved. Gouzout a reer e veze kontet gant ar gouerien c'hall adal an XIvet kantved[1].
Un doare zo bet kontet gant Ecbertus Leodiensis, eus kêr Liège. Unan all zo bet kizellet e Palez Jacques-Cœur e kêr Bourges (Bro-C'hall) (XVvet kantved).
Meur a zoare
kemmañDoare Perrault
kemmañAr c'hoshañ stumm skrivet anavezet eo hini Charles Perrault, embannet en Histoires ou contes du temps passé, avec des moralités : Les Contes de ma Mère l'Oye e 1698[2].
Un doare kentelius zo dezhi, muioc'h eget ar re a vo goude. Ur plac'hig savet mat, koantañ hini ar gêriadenn, a ya da goll dre ma ro d'ar bleiz ditour a-walc'h da gavout ti he mamm-gozh. Debret eo an hini gozh gant ar bleiz, a ziwall diouzh koadourien o labourat nepell. Dont a ra a-benn da zebriñ ar C'habellig Ruz ouzhpenn. Echu an istor, trec'h eo ar bleiz, sklaer eo kentel Perrault.
En amzer ma voe embannet ne oa ket ral d'ar bleizi lammat gant bugale, met an ali roet en dibenn eo diwall diouzh an dud dañjerus, skeudennet gant ar bleiz.
Doare ar vreudeur Grimm
kemmañEn XIXvet kantved e voe dastumet daou zoare gant Jakob Grimm hag e vreur Wilhelm Grimm: hini Jeanette Hassenpflug (1791–1860) ha hini Marie Hassenpflug (1788–1856). Ar c'hentañ doare a deuas da vout an istor pennañ, hag an eil ne oa nemet un heuliad.
Istor Rotkäppchen ("Kabell Ruz") a voe embannet e kentañ embannadur an dastumad Kinder- und Hausmärchen e 1812. Ar vreudeur Grimm a gemmas an istor en embannadurioù da c'houde, betek an doare brudetañ en embannadur 1857.
Debret gantañ mamm-gozh ha merc'h-vihan, setu ar bleiz da gousket ha da roc'hal er gwele. Dont a ra ur chaseour, digeriñ a ra kof al loen, ha setu saveteet an div. Ne chom ken nemet lazhañ ar bleiz.
Doare italianek
kemmañLa finta nonna zo un doare italianek eus ar gontadenn a zo bet adskrivet gant Italo Calvino en e zastumad Fiabe italiane. En doare-se e weler ar plac'hig o vont da-gaout he mamm-gozh hag en he lec'h e kav ur roñflez. Pa wel n'eo ket he mamm-gozh e klask lakaat ar roñflez da vont e-maez an ti ha da gouezhañ er stêr.
An anv e yezhoù all
kemmañ
|
|
Lennegezh
kemmañE Wikisource
kemmañCharles Perrault
- Le Petit Chaperon rouge, ar skrid gallek en embannadur Léon Curmer, e 1843
- Le Petit Chaperon rouge, doare modern
Ar vreudeur Grimm
- Le Petit Chaperon rouge (Rothkaeppchen)
- Le Petit Chaperon rouge, Contes de l'Enfance et du Foyer, des frères Grimm, traduction Charles Deulin
- E 1962, er Favole al telefono, gant Gianni Rodari edo A sbagliare le storie, ma weler Cappuccetto Rosso en un doare fentus diwar mojenn ar vreudeur Grimm: .
- E 1981 ar skrid Cappuccetto rosso, verde, giallo, blu e bianco, gant Bruno Munari .
Skeudennaoueg
kemmañKabellig Ruz e timbroù gant an Deutschen Bundespost e 1960
-
Er c'hoad gant ar bleiz
-
Ouzh gwele ar vamm-gozh
-
Ar chaseour o vont
da zigeriñ kof ar bleiz -
Gant he mamm-gozh
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ BERLIOZ Jacques, Il faut sauver Le petit chaperon rouge, L'Histoire (fr)
- ↑ Bibliothèque électronique du Québec (fr)