Konomor
Conomor, pe Konomor (Cunomorus e latin), pe c'hoazh ar stumm a-vremañ Konveur, a vije bet roue e Breizh war-dro ar Vvet kantved pe VIvet kantved. Ren a rae e Poc'her, ha marteze e Domnonea, da lavarout eo en hanternoz Breizh, ha marteze ivez ec'h astenne e c'halloud betek aod ar c'hreisteiz.
E anvAozañ
Tostaat a c'haller e anv ouzh an anv kembraek Cynmawr, pe Cynfawr (a-wechoù Cynfor).
- Hervez tud zo e vije ret kompren Konmeur, ki meur, evel e-barzh Konan. Met un displegadur all zo.
- Hervez Fleuriot en e c'heriadur brezhoneg-kozh, e talvezfe ar ger cun- kement ha penn, penn ar menez hag ivez penn ar vro. Da lavarout eo, e talvez Konomor kement hag ar penn meur, ar pezh a seblant poellekoc'h eget un anv savet en-dro d'ar ger ki. Kalz a anvioù a vez kavet e-lec'h m'emañ ar ger kon- pe kun- enno, evel Konan da skouer hag a dalvezfe kement ha penn (bro, arme) bihan. Da geñveriañ ivez gant an anvioù Kongar, e-lec'h ma kaver ar ger kar pe vignon, ha, Konogan gant daou dibenn-ger o deus ur ster bihanaat.
Krediñ a reer e c'hall bezañ ul lesanv roet d'ar roue Marc'h, roue en div Domnonea.
Kavet e vez an anv Konveur e-barzh an anv parrez Plougonveur, met da brouiñ eo ez eus d'ober amañ gant anv ar roue Konveur-Konomor. Moarvat ez eus bet meur a zen o tougen an anv pe al lesanv-se, trawalc'h e oa moarvat bezañ a lignez roueel evit se.
TestenioùAozañ
Pezh a ouzomp diwar e benn (met meur a Gonomor a c'hall bezañ bet) a deu :
- eus buhezioù-sent, skrivet tost da 500 vloaz goude.
- eus skrid Gregor Teurgn, enebet ruz ouzh ar Vrezhoned, en abeg d'o lidoù relijiel keltiek, disheñvel diouzh ar re roman.
IstorAozañ
Gant Gregor Teurgn ez eus anv eus Chonomor er bloavezh 550 evel gwarezour mibien Gwereg Iañ, roue Bro-Ereg, pe Bro-Gwened.
Ar c'hont Chanao (Kanao Iañ a vo roue war-lerc'h e dad), kont ar Vrezhoned, a oa breur da Macliauus (Macliau), a vo eskob Gwened), ha fellout a rae dezhañ lazhañ e vreur a nac'he touiñ bout feal dezhañ, evel m'en doa lazhet e dri breur all. Hag aet Macliau da repuiñ da lez Conomor. Kontañ a ra Gregor un dro gamm graet gant Konomor da soudarded Kanao.
Conomor, a ouie oa an dud war e lerc'h o tostaat, a guzhas anezhañ dindan an douar en ur c'hav hag a savas ur grugell warnañ hervez ar boaz, hag un toull ennañ ma c'halle Macliau analat.
Pa erruas ar varc'hegerien e lavaras dezho: Amañ emañ Macliau, marvet ha beziet amañ. Hag ar re all, laouen o klevout ar c'heloù, hag a ev war ar grugell end-eeun. Ha mont da gas ar c'heloù d'ar breur (Kanao) e oa marv Macliau ; pa glevas an dra-se e lakaas Kanao e grabanoù war ar rouantelezh a-bezh... Macliau a zifoupas neuze a-zindan an douar, ha mont da Wened. Eno e voe kerniet ha graet eskop[1].
E 560, Chonoobro (pe Chonober pe Chonoo), kont ar Vrezhoned ivez, en dije droet repu d'ur priñs, Chramne, hag a oa mab d'e enebour ar roue frank Hlotar Iañ. Setu ma teuas un armead Franked war e lerc'h, a dapas an tec'hour, a grougas anezhañ, ha devet e voe e gorf, hini e wreg ha re e verc'hed, en ul lochenn. Lazhet e voe Conomor-Chonober en un emgann e Brelevenez (Mor-Bihan), pe er Releg e Plouneour-Menez[2].
Mojenn ar Roue krizAozañ
Un den kriz-meurbet eo Konomor er mojennoù. Lazhañ a ra e wragez kerkent ha bugale gante. Hervez ar vojenn e vije bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab ha strivañ a reas d'en em zizober diouzh kement mab a oa ganet dezhañ. Ar bugel diwezhañ a oa Trifina (santez a orin eus Sikilia) a oa merc'h da Gwereg Iañ, ha c'hoar da g-Kanao Iañ ha da v-Macliau. Gwilioudiñ a reas-hi ha genel Treveur. Gourc'hemenn a reas Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet 5 kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h gristen. Hervez lenneien zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz gozh ar gelted ha n'en doa ket asantet heuliañ ar relijion kristen.
Krediñ a ra lenneien zo e c'hallfe bezañ ar roue Marc'h e mojenn Tristan hag Izold, hag ivez Paotr e varv glas ar c'hontadennoù. Adkavet ez eus bet roud eus ur roue Conomor e Kerne-Veur ha gallout a rae e rouantelezh en em astenn en daou du da Mor Breizh.
MojennoùAozañ
Stag eo anv Konomor ouzh hini sant Treveur.
LevrlennadurAozañ
- Gilles Rihouay, Konomor, Barbe-bleue breton, Éd. Keltia Graphic, 29540 Spézet, 2001
- Jean-Christophe Cassard, Les Bretons et la mer au Moyen Âge, PUR, 1998
- Christian Y. M. Kerboul, Les Royaumes brittoniques au très haut Moyen Âge, Coop Breizh, Éd. du Pontig, 1997
- Léon Fleuriot, Les Origines de la Bretagne, Payot, 1980.
- Christiane Kerboul-Vilhon, Conomor entre histoire et légende, éd. Keltia Graphic, 29540 Spézet, 2004
Pennadoù karAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- Istor sant Treveur, santez Trifin ha Konveur (e galleg)
NotennoùAozañ
- ↑ Grégoire de Tours, Histoires des Francs, Édition Les Belles Lettres, 1963, Levrenn IV, pennad IV, p. 182-183
- ↑ Chroniques de Marius d'Avenches (455-581) - Note n°20