Brelevenez (Mor-Bihan)
kumun ar Mor-Bihan

Evit Brelevenez, kumun gozh ha bremañ karter eus Lannuon, gwelet Brelevenez (Lannuon).
Brelevenez | ||
---|---|---|
Iliz katolik Itron-Varia al Levenez. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Merlevenez | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pleuwigner | |
Kod kumun | 56130 | |
Kod post | 56700 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Corlay 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Blavezh Gwelmeur hag ar Mor Bras | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.merlevenez.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 215 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 182 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 10 m bihanañ 1 m — brasañ 40 m | |
Gorread | 17,67 km² | |
kemmañ ![]() |
Brelevenez (Merlevenez e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Breullevenez, 1367; Brellevenez, 1372; Brelevenez, 1385, 1405, 1428; Meurlevenez, 1498; Brelevenez, 1516
ArdamezioùAozañ
Troc'het ː
ouzh 1, rannet
- ouzh 1 en aour e varc'h distern e zaou marc'heger an Templ gant goafioù ha skoedoù war e gein, an holl en sabel;
- ouzh 2 en gul e vilin-avel en argant mogeriet en sabel;
ouzh 2, en glazur e borched roman serret en argant;
ur c'housourin kommek en argant war al lodennadur
Bet dignemeret ant kuzul ar Gumunn e 1992
IstorAozañ
- E kêriadenn Trevalzur edo kreiz ar barrez-orin, ha Brelevenez a oa un drev a-raok dont da vour penn ar barrez.
XVIIvet kantvedAozañ
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: tud eus ar barrez a gemeras perzh e preizhadenn presbital Kervignag e 1675[2].
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: savet e voe ar gumun e 1790 ha lakaet e Kanton Kervignag; e Bann Henbont e oa. Lakaet e voe ar gumun en Arondisamant an Oriant pa voe krouet e 1800 hag e Kanton Porzh-Loeiz, bet brasaet e 1801[3],[4].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañ: 54 milour eus ar gumun a gollas o buhez[5], d.l.e. 4,06 % eus he foblañs e 1911.
Eil brezel-bed:
- daou vilour eus ar gumun a gollas o buhez[5]
- mervel a reas tri den ag ar gumun abalamour d'ar brezel
[6];
- E Sankenn an Oriant edo Brelevenez[7]; dieubet e voe ar gumun d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[8].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Maner Kergatorn.
- Monumant ar re varv, ur frazenn vrezhonek outañ.
- Iliz katolik Intron-Varia al Levenez.
- Chapel ar Vadalen.
- Feunteun Maria.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Gouere 2013 | → bremañ | Jean-Michel Corlay | ||
Meurzh 1989 | Even 2013 | Fortuné Le Calvé[9] | Labourer-douar | |
Meurzh 1952 | Meurzh 1999 | Louis Uhel | ||
Du 1947 | Meurzh 1952 | Joseph Le Glouahec | ||
Gwenholon 1929 | Du 1947 | Joseph Stéphant | ||
Mae 1925 | Gwenholon 1929 | François Uhel | ||
Du 1919 | Mae 1925 | Joseph Le Glouahec | ||
Even 1908 | Du 1919 | François Uhel | ||
Mae 1888 | Mae 1908 | Yves Le Glouahec | ||
1884 | Mae 1888 | François Uhel | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
PostAozañ
- Digoret e voe ar burev-post e 1952[3].
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Audren,
aotrounez ar Resto |
En glazur e dri fenn gadgi en argant | |
GevelliñAozañ
LevrlennadurAozañ
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaezAozañ
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 186
- ↑ 3,0 ha3,1 Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 223
- ↑ Cassini - EHESS - Brelevenez - Fichenn ar gumun
- ↑ 5,0 ha5,1 Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 586
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
- ↑ Marvet ar maer - Ouest-France