Chram
Chram pe Chramn ("Bran" en henfrankeg[1]), bet ganet etre 520 ha 540 ha marvet e miz Kerzu 560, a oa mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e bried Chunsine.
Buhez
kemmañEr bloaz 555 e varvas ar roue frank Theutbald, ha kemeret e voe e rouantelezh gant Hlotar Iañ a gemeras ivez en Akitania kêrioù Clermont-Ferrand, Javols, Lo Puèi de Velai, Caors, Lemojez, Albi, Rodés, Lodève, Eusa ; Bourges a gemeras ouzhpenn, diwar-goust Childebert Iañ e 535.
Kontrol d'ar roue frank Theudebert Iañ ha d'e vab Theutbald, a glaskas tostaat Romaned ha Franked goude un emsavadeg en Aovergn e 532, e kavas gwell Hlotar Iañ lakaat e vab Chram da eveshaat ar vro. Hennezh neuze ac'h eas da chom da Glermont-Ferrand.
Notennoù
kemmañ- ↑ Dumézil, Bruno. La reine Brunehaut. Paris : Fayard, 2008, p.9 (ISBN 78-2-213-63170-7).