Gwilhou Kergourlez
Gwilhou Kergourlez pe Gwillou Kergourlez (Guillaume Kergourlay en ti-kêr), ( 23 a viz Kerzu 1926 en Eliant (Breizh)-8 a viz Du 2014 e Bessy-sur-Cure en Yonne (Bro-C'hall) a zo bet skrivagner evit ar c'hoariva ha c'hoarier teatr koulz e galleg hag e brezhoneg.
Paotr an douar eo bet da zigentañ Gwilhou Kergourlez a-raok kemer perzh er J.A.C. (Yaouankizoù kristen ar maezioù) ha dont da vezañ prezidant evit Penn-ar-Bed. D'ar mare-se, goude ar brezel, e reer kalz gant ar c'hoariva evit heñchañ ar re yaouank da vont war-raok gant ar modernaat. Setu peget viruz ar c'hoariva e penn Gwillou a ya kuit da Bariz da zeskiñ ar vicher komedian. Met lemm eo e bluenn hag e krou ur pezh kentañ e 1958 "Les deux ogres ou le coup de soleil". Berzh a ray gant pezhioù e-giz "Credo Sauvage", "Tard dans la Nuit", "La Chasse Présidentielle" krouet e Roazhon e 1975. Ar fed da labourat e Breizh a lak anezhañ da glask e awen e hengoun e bobl. E bezhioù-c'hoari a vo lakaet e brezhoneg ha c'hoariet ur bern e Breizh gant Teatr Penn ar Bed renet gant Remi Derrien. Bitekle (1978), Dahud (1981), 'Benn warhoaz vo deiz c'hoaz (1992). E 1989 e kemer perzh e lidoù Pemp kant bloavezh Chapel Intron Varia Kerzevot en Erge-Vras. Krouiñ a ra ur pezh lennet "Bosenn Eliant" ur rapsodia, sonerezh gant Michel Boedec. Aet eo war e leve e Bourgogn e 1994 lec'h en deus skrivet e eñvorioù en ul levr plijus ken-kenañ : "Au pays des vivants et des morts" lec'h e kont buhez an dud e Bro Eliant a-raok ar brezel. Skrivet en deus barzhonegoù ha danevelloù war an diwezh ha eñ mervel da 88 vloaz e Bro Vourgogn, d'an 8 a viz du 2014. Ur romant diwar e zorn ha diwar dorn e wreg al livourez Nina Vidrovitch a zo bet embannet e diwezh 2018. Kontañ a reont doare tud eus metou an arzourien e Pariz deuet da gemer perzh er Rezistañs e Kernev-Izel e-pad ar brezel bed diwezhañ.
Oberennoù
kemmañPezhioù-c'hoari
kemmañ- Les 2 ogres ou le coup de soleil
- Credo sauvage
- Moi, Superman!
- Tard dans la nuit
- Mort aux enchères
- La chasse présidentielle
- Bitéklé ou la cinquantième auberge/Bitekle (troet e brezhoneg gant Remi Derrien). Leurennet gant G. Kergourlez.
- Dahud, fille de Gradlon/Dahud (troet e brezhoneg gant Remi Derrien)Leurennet gant G. Kergourlez.
- La peste d'Elliant
- Ulysse au palais des merveilles
- Et pour finir l'Irlande (Troet e Brezhoneg gant Remi Derrien dindan an anv "Benn arc'hoazh vo deiz c'hoazh". Leurennet gant Bernard Lotti.
- Clown-Roi
- Radiogrammes
Levrioù
kemmañ- Moi, Superman, Saint-Laurent-du-Pont (38), Ed. Aimée et Marc Pessin, 1968.
- La Chasse Présidentielle, Paris, Ed Stock. 1973.
- Bitekle, Kelaouenn Brud Nevez N°22, Brest, ed. emgleo Breiz, ISSN 0399-7014
- Dahud, Kelaouenn Brud Nevez, ISSN 0399-7014
- 'Benn warhoaz vo deiz c'hoaz, Kelaouenn Brud Nevez, ISSN 0399-7014
- La peste d’Elliant Rhapsodie macabre, ed. Association Kerdevot 1989, ISBN 2-9503741-1-5
- Le Pays des vivants et des morts, Plougastel-Daoulas, ed. An Here, 2001. ISBN 2-86843-239-5
- Danevellou euz ar bed all /Nouvelles de l’au delà, Brest, ed. Emgleo Breiz, 2009, troet gant Remi Derrien, ISBN : 978-2-911210-89-1
- Barzonegou ha sonioù /Poèmes et Sônes /, Brest, ed. Emgleo Breiz, 2013, ISBN : 978-2-35974-075-2
- Une rose dans les ténèbres Romant kenskrivet gant Nina Vidrovitch, Gourin, éd. des Montagnes Noires, 2018, 250p. ISBN 979-109707-32-9