Eliant

kumun Penn-ar-Bed

Eliant zo ur gumun e Bro-Gerne, e kanton Konk-Kerne, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.

Eliant
An iliz-parrez
An iliz-parrez
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Elliant
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Rosporden (betek 2015)
Konk-Kerne (abaoe 2015)
Kod kumun 29049
Kod post 29370
Maer
Amzer gefridi
René Le Baron
2014-2020
Etrekumuniezh Konk-Kerne Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 379 ann. (2022)[1]
Stankter 48 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 59′ 44″ Norzh
3° 53′ 19″ Kornôg
/ 47.995556, -3.888611
Uhelderioù kreiz-kêr : 82 m
bihanañ 47 m — brasañ 105 m
Gorread 70,30 km²
Lec'hiañ ar gêr
Eliant
Stummoù skrivet
  • Erwan Vallerie (1995) ː Elgent, 1084, 1107 ; Elgen, 1210 ; Elgient, 1350 ; Elyent, 1368 ; Elyen, 1368 ; Elyent, 1408 ; Elient, 1454, 1516 ; Elyent, 1536 ; Eliant, 1630, 1636 ; Elian, 1654[2].
Gerdarzh

War a seblant ː el-gent (= gouen) ; anv-den ?[3]

En aour e vailhenn en geot, e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel.

  • Aozer ː Yves Clerc'h.

Emañ Eliant e Bro ar Veleniked.

War a seblant e oa bet tud o vevañ en Eliant adalek Henoadvezh ar Maen, war-dro 50 000 a-raok Jezuz-Krist.

  • Er VIvet kantved hag er VIIvet kantved e teuas tud eus Hanternoz Kembre da vevañ hag annezañ a rejont e lec'h m'emañ ar bourk bremañ. Dont a ra an anv Eliant eus ar mare-se. Meur a zisplegadur a zo: diwar anv Sant Elian a oa deuet eus Kembre, diwar familh Lanellian er memes korn-bro, diwar un eil poull "an eil yen"...
  • Da vare an Azginivelezh e voe savet manerioù ha chapelioù evel hini Treanna, bet savet er bloavezhioù 1480.
  • Er XVvet kantved e varvas tost an holl annezidi diwar ar vosenn. Ouzhpenn 7 000 a annezad a oa o chom en Eliant neuze. Dastumet e voe ur werz anvet "Bosenn Eliant" gant Kervarker, a daolenn an darvoud-mañ en e zastumad Barzhaz Breizh.
  • E-pad an diskaramzer hag ar goañv 1787-1788 e teu da chom er presbital gant an abad Laenneg e niz, Reun Laenneg, a zeuas da vezañ medisin meur hag ijiner ar selaouenner.
  • Mervel a reas 174 gwaz eus ar gumun, da larêt eo 4,32% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[5].
  • Merval a reas 28 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
Brezel Indez-Sina
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[8].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Karn Keringard.
  • Peulvan Kozhkêr Vaen.
  • Iliz katolik Sant Jili. Savet e oa bet iliz gentañ Eliant en XVvet kantved. Adsavet e voe er XVIIvet kantved, ha tour an iliz etre 1660 ha 1669. Unan eus tourioù-iliz uhelañ e Bro-Gerne eo (50 m uhelder). Adsavet e voe ar peurrest etre 1700 ha 1712.
  • Chapel Sant-Mikael
  • Chapel Intron Varia ar Wir Sikour.
  • Chapel Treanna.
  • Chapel Santez Marc'harid.
  • Liorzhoù ar presbital.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[9]. Dioueliet e voe d’ar 31 a viz Gouhere 1921[10].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ
  • E distro-skol 2012 e oa bet digoret ur c'hlas divyezhek e skol bublik ar gumun. E distro-skol 2024, 59 skoliad o doa lakaet o anv (19,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[11].
Ya d'ar brezhoneg
Tud bet ganet eno
Ardamezeg ar familhoù
 
de Kerloaguen
Aotrounez Pratanras, ha Kervastard
En argant e erez dispak en sabel, iziliek ha pigosek en gul.
  • Sturienn ː Sans effroy ("Dizaon")

Gevelliñ

kemmañ

Div barrez amezek e kontelezh Gaillimh eo An Creagán ha Maigh Locha. Er penn-kentañ e ranke kumun Tourc'h, hag hi sko ouzh Eliant, kemer perzh er gevelliñ, met n'eo ket aet ar raktres da benn.

Levrlennadur

kemmañ
  • Elliant, Tourc'h - deux communes dans la Révolution, JEan-François Douguet

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. Bernard Tanguy ː Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée - ArMen, 1990.
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 50 ha 51.
  5. Memorial Genweb
  6. Memorial Genweb
  7. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. Memorial Genweb
  9. Memorial Genweb
  10. Université de Lille
  11. Ofis Publik ar Brezhoneg