Gwrizienn deirc'hensonennel

Implijet e vez an termen gwrizienn deirc'hensonennel (arabeg: جذر ثلاثي, ǧaḏr ṯalāṯī) war dachenn yezhadur an arabeg hag yezhoù semitek hag ivez ur re yezhoù afrez-aziatek evit komz eus gwriziennoù diazez enne teir c'hensonenn.

Teirc'hensonennel eo ar gwirziennoù implijet an aliesañ gant ar yezhoù-mañ daosut ha ma vez kavet stank pe stankoc'h gwriziennoù pederc'hensonennel ha gwriziennoù digensonennel.

Talvezout a ra ar gwiziennoù difetis evit sevel gerioù fetis o ster hag/pe o rumm yezhadurel dre ouzhpennañ kengerioù (engerioù, lostgerioù, rakgerioù...) hervez patromoù resis.

Da skouer, diwar ar wrizienn deirc'hensonennel K-T-B a denn d'ar skritur ha d'ar skrivañ dre vars e c'heller deverañ ar stummoù-mañ da heul en arabeg hag en hebraeg:

Diverradur semitolourel Anv hebraek Anv arabek Rummad morfologel Stumm hebraek Stummarabek Ster
kelf verbel G Qal fa‘ala
فَعَلَ
(Kelf I)
3de gour gourel unander strizh katabh כתב kataba كتب "skrivas"
1añ gour liester strizh katabhnu כתבנו katabnā كتبنا "skrivjomp"
3de gour gourel unander amstrizh yikhtobh יכתוב yaktubu يكتب "skriv; skrivo"
1añ gour liester amstrizh nikhtobh נכתוב naktubu نكتب "skrivomp; skrivimp"
gourel unander rannig tu-ober kotebh כותב kātib كاتب "skrivour"
kelf verbel Š Hiph‘il af‘ala
أَفْعَلَ
(Kelf IV)
3de gour gourel unander strizh hikhtibh הכתיב ’aktaba أكتب "diktañ a reas"
3de gour gourel unander amstrizh yakhtibh יכתיב yuktibu يكتب "diktañ a ra; a raio"
kelf verbel Št(D) Hitpa‘‘el istaf‘ala
أسْتَفْعَلَ
(Kelf X)
3de gour gourel unander strizh hitkattebh התכתב istaktaba استكتب "he corresponded" (Hebrew), "he asked (someone) to write (something), had a copy made" (Arabic)
3de gour gourel unander amstrizh yitkattebh יתכתב yastaktibu يستكتب (strumm amstrizh ar skouer gent)
Noun with m- prefix and original short vowels: maf‘al
مَفْعَل
singular mikhtabh מכתב maktab مكتب "letter" (Hebrew), "office" (Arabic)

Termenadur

kemmañ

En hebraeg ec'h implijer an termen binyan (בנין, liester בינינים binyanim) evit komz eus ur c'helf verbel pe eus patrom hollek deveradur ar verboù hag implijet e vez an termen mishqal (pe mishkal) evit komz eus patrom deveradur ar verboù. Implijet e vez an termenoù hebraek-mañ a-wezhoù pa gomzer diwar-benn yezhadur an hebraeg.

En e reer وزن wazn, (liester أوزان, ’awzān; 'patrom; furm') eus ar patrom ha جذر ǧaḏr (liester جذور, ǧuḏūr; 'gwrizienn') evit komz eus ar gwriziennoù ha diwar an termenoù arabek-se an hini eo ma oa bet diorroet an termenoù "patrom" ha "gwrizienn" implijet an aliesañ pa vez komz eus yezhadur an arabeg.

Gwelit ivez:

kemmañ