Gwrizienn bederc'hensonennel

Implijet e vez an termen gwrizienn bederc'hensonennel war dachenn yezhadur an arabeg hag yezhoù semitek evit komz eus gwriziennoù diazez enne peder c'hensonenn kentoc'h evit ar gwriziennoù teirc'hensonennel implijet an aliesañ gant ar yezhoù-se.

Da skouer:

Diwar ar gwrizienn bederc'hensonennel t-r-g-m / t-r-j-m e tiorroer ar stummoù verbel תרגם tirgem en hebraeg ha ترجم tarjama en arabeg; "treiñ a reas".

A-wezhoù ec'h e e gwirionez ur gwrizienn bedergensonennek div wrizienn divsilabennek div wezh renk-ouzh-renk, da skouer en hebraeg דגדג digdeg "he hilligañ a reas" hag en arabaeg زلزال zalzāl "krenndouar".

Dre vras n'haller ket sevel an holl stummoù verbel deveret diwar gwriziennoù pederc'hensonennel, da skouer en arabeg n'haller sevel diar gwriziennoù pederc'hensonennel stummoù deveret heñvel ouzh kelfoù II ha V ar gwriziennoù teirc'hensonennel (d.s. faʿʿala -> yufaʿʿilu ha tafaʿʿala -> yatafaʿʿalu, s.o. yezhadur an arabeg).

Daosut ha ma veze kavet a-wezhoùigoù er yezhoù semitek anvioù enne muioc'h evit peder c'hensonenn diazez, dreist-holl amprestoù digant yezhoù all ne vez implijet morese gant ar yezhoù semitek verboù enne ouzhpenn peder c'hensonenn.

En hebraeg a-vremañ (evrit) komzet e Stad Israel, neoazh, e c'hell ur silabenn kregiñ gant ul lieskensonennad ennañ div gensonenn renk-ouzh-renk, ha diwar-se eo savet gwriziennoù nevez enne pemp kensonenn, da skouer טלגרף tilgref "kas a reas un telegraf". E gwrionez, avat, en degouezh-mañ e talvez amañ ar wrizienn teirc'hensonennel -lgr- da unanenn amrannus na ne heul ket seurt damwriziennoù pempkensonennel patromoù resis disheñvel diouzh patromoù morfologel ar gwriziennoù teirc'hensonennl a dalvez da diazez dezhe.

Gwelit ivez:

kemmañ