Er yezhoniezh e vez implijet an termen lieskensonennad (saoz.: consonant cluster) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un heuliad kensonennoù renk-ouzh-renk hep vogalenn ebet kenetreze, da skouer "skol", "pobladur".

En un doare strizh-tre e komzer eus lieskensonennadoù pa c'hoarvezont en un hevelep silabenn, met en un doare ledanoc'h e talvez ivez evit komz eus heuliadoù kensonennoù an eil war-lerc'h eben dreist d'ar bevennoù silabennek.

Lieskensonennadoù e yezhoù ar bed

kemmañ

Kemmañ a ra kalz a yezh da yezh al lieskensonennadoù implijet gante hervez bep o reolennoù fonotaktikel resis.

E meur a yezh, ar maorieg en o zouez, da skouer, ne vez implijet lieskensonennad ebet ha savet e vez pep silabenn dre ret hervez ar patrom rik C-V. Tost ken strizh all eo ar japaneg, ennañ nebeudig-tre a lieskensonennadoù gant an hantervogalenn [j], d.s. kyō hag ivez lieskensonennadoù dreist d'ar bevennoù silabennek ivez, d.s. Honshū.

Kavet e vez alies-tre e yezhoù ar bed lieskensonennadoù enne div elfenn kensonennel, da skouer e brezhoneg "staon", met daoust ha ma reont gant seurt lieskensonennadoù divelfennek a-wezhoù ez eus harzoù ivez o virout d'o implijout e lec'hioù resis 'zo, da skouer en arabeg unvan n'hallont ket bezañ implijet e penn ur silabenn.

Gant ar brezhoneg e kaver ivez un nebeud lieskensonennadoù teirelfennek diazezet war ar re divelfennek ha kalz raloc'h evite dre ma toujont da skeul an hesonerezh ha gante ur gensonenn linkus da drede elfenn kensonennel atav, da skouer, "stlakañ", "strollad".

Gant ar yezhoù slavek e vez implijet lieskensonennadoù lieselfennek, da skouer e slovakeg štvrť, žblnknutie, met ret eo anzav e c'hell talvezout ar c'hensonennoù linkus /r/ ha /l/ da gensonennoù silabennek hag heñvel eo o emzalc'h e-keñver struktur ha mont-en-dro ar silabenn ouzh hini ur vogalenn.

Brudet eo ar yezhoù kaokazek abalamour d'al lieskensonennadoù hir-kenañ implijet gante, enne peder, pemp pe zoken c'hwec'h elfenn gensonennel renk-ouzh-renk, da skouer e jorjieg brt'q'eli (plaen), mc'vrtneli (akuitaer) ha pa stager kengerioù yezhadurel ouzh ar c'helfioù ha gwriziennoù diazez-se e kaver lieskensonennadoù enne betek eizh elfenn, da skouer: gvbrdγvnis (o kutuilh ac'hanomp emañ). Dre ma n'hall ket ur gensonenn talvezout da graoñell ar silabenn e jorjieg e rank dielfennañ struktur ar silabenn-mañ evel-hen: CCCCCCCCVC.

E yezhoù salichek e kaver heuliadoù kensonennel hir hep vogalenn ebet er silabenn, da skouer e nuxalkeg /xłp̓x̣ʷłtłpłłskʷc̓/ ha diaes-tre eo dielfennañ pe elfenn a dalvez da graoñell ar silabenn hervez an termenadur hengounel.

Lieskensonennadoù hag amprestoù

kemmañ

Gant yezhoù 'zo pa vez amprestet gerioù digant yezhoù all e vezont treuzfurmet evit o lakaat da sentiñ ouzh ar reolennoù fonotaktikel boas evit dizober lieskensonennadoù orin, da skouer e japaneg テーブル (tēburu) digant ar saozneg table ("taol").

Ken alies all avat ne douj ket seurt amprestoù da reolennoù fonotaktikel boas ar yezh ma vezont degemeret ganti ha diwar-se e sav lieskensonennadoù amreizh e-keñver struktur boas fonologiezh ar yezh-se, da skouer e brezhoneg al lieskensonennad "sf-" kavet e penn-kentañ un nebeud amprestoù nemetken, d.s. "sferenn" ha "sfins" diwar ar henc'hresianeg σφαῖρα ha σφιγξ.

Gwelit ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.