Hans Refior a oa ofiser er Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed. Unan eus annezidi diwezhañ ar Führerbunker e Berlin e voe ivez.

E 1940 e oa komandant, ha koronal e 1944. E penn skipailh-ren al letanant-jeneral (Generalleutnant) Hellmuth Reymann e voe lakaet d'an 18 a viz Meurzh 1945. Kroget e oa emgann Berlin, hag a-benn penn-kentañ miz Ebrel e komprenas Refior ha Reymann e vefe dibosupl derc'hel e Berlin. Goulenn a rejont neuze gant Joseph Goebbels leuslek ar siviled da vont kuit. Gant respont Goebbels e komprenjont n'en doe morse soñjet e se, ha ne oueze ket petra a oa ret lakaat e pleustr a-benn hen ober[1]. Pa glaskas Refior ha Reymann jediñ pet den ha pet arm o doa, e komprenjont ivez ne dalveze netra gerioù bet ijinet gant Hitler evel rannvro-difenn Berlin pe c'hoazh ar c'hreñlec'h (Festnung)[2].

D'an 22 a viz Ebrel e kemeras ar jeneral Helmut Weidling plas Reymann e penn rannvro-difenn Berlin. Weidling a viras Refior, hag a voe lakaet e penn e strollad-sivil.

D'an 2 a viz Mae 1945 en em zaskoras d'an Arme Ruz, asambles gant tud all bet chomet er Führerbunker : Weidling, Theodor von Dufving ha re dindano.

Notennoù

kemmañ
  1. Antony Beevor ; Berlin: The Downfall 1945, Penguin Books, 2002, p.177
  2. Antony Beevor ; Berlin: The Downfall 1945, Penguin Books, 2002, p. 178