Hassan Nasrallah
Hassan Nasrallah (arabeg : حسن نصرالله ), ganet d'an 31 a viz Eost 1960 e Beirout (kêr-benn Liban) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Gwengolo 2024, a oa ur politiker libanat. Brudet eo bet evit bezañ bet trede sekretour-meur an aozadur politikel ha milourel Hezbollah ; kemeret en doa plas Abbas al-Musawi goude ma oa bet lazhet gant nerzhioù lu Israel d'ar 16 a viz C'hwevrer 1992.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Liban |
Anv e yezh-vamm an den | حسن نصر الله |
Anv-bihan | Hassan |
Anv-familh | Nasrallah |
Deiziad ganedigezh | 31 Eos 1960 |
Lec'h ganedigezh | Bourj Hammoud |
Deiziad ar marv | 27 Gwe 2024 |
Lec'h ar marv | Haret Hreik |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | bombezadenn aer, asphyxia |
Killed by | Israeli Air Force |
Pried | Fatimah Yasin |
Bugel | Muhammad Hadi Nasrallah, Zainab Nasrallah |
Kar | Haschem Safi al-Din, Wafiq Safa |
Yezh vamm | arabeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg, perseg, saozneg |
Yezh implijet dre skrid | arabeg |
Micher | 'ālim, penn brezel, politiker |
Tachenn labour | political aspects of Islam, militarism, luskad politikel |
Karg | sekretour meur an Hezbollah |
Bet war ar studi e | Najaf Seminary |
Bet studier da | Muḥammad Bāqir aṣ-Ṣadr |
Honorific prefix | Sayyid |
Deroù ar prantad labour | 1992 |
Dibenn ar prantad labour | 27 Gwe 2024 |
Strollad politikel | luskad Amal, Hezbollah |
Relijion | Islam |
Brezel | South Lebanon conflict, 2006 Lebanon War, Brezel diabarzh Siria, Israel–Hezbollah conflict (2023–present) |
Luskad | Islamist Shi'ism |
Levezonet gant | Ruhollah Khomeini, Muḥammad Bāqir aṣ-Ṣadr, Abbas al-Musawi |
Darvoud-alc'hwez | 2024 Hezbollah headquarters strike |
An Hezbollah zo bet ouzhpennet abaoe war listenn an aozadurioù sponterezh gant Stadoù-Unanet Amerika, Unaniezh Europa ha broioù all. Nasrallah a vez graet alies anezhañ gant an anv al-Sayyid Hassan (السيّد حسن), an titl enorus Sayyid o vezañ implijet evit lakaat war-raok un diskennidigezh adal ar profed Mohammed dre e vab-bihan Husain ibn Ali.
Lazhet eo bet d'ar 27 a viz Gwengolo 2024 goude ma vije bet bombezet bunkerioù pennoù an Hezbollah e su Beirout[1]. Marvet eo e verc'h Zainab en ur vombezadeg d'an devezh-se ivez, hep ma ouifer hag-eñ int marvet asambles[2].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Al Jazeera
- ↑ (en) India Today