Hayim Nahman Bialik

Hayim Nahman Bialik (Radi, Ukraina, Impalaeriezh Rusia, 9 a viz Genver 1873 - Vienna, 4 a viz Gouere 1934) a oa ur skrivagner ha troer yuzev, a skrivas e yidicheg hag en hebraeg. Unan eus barzhed vrasañ Israel eo ha sellet a reer outañ evel ur "barzh broadel" er vro-hont, daoust ma varvas 14 vloaz a-raok savidigezh stad Israel.

Hayim Nahman Bialik, e 1923

Embann a reas e varzhoneg kentañ e 1892. En deroù e skrivas e yidicheg dreist-holl, en Impalaeriezh Rusia, betek 1915. Goude-se ez eas da Alamagn ha war-lerc'h da Balestina, a oa fiziet he melestradur da neuze e gouarnamant Breizh-Veur. E 1924 e reas e annez da vat e Tel Aviv. E 1927 e teuas da vezañ kadoriad Unaniezh ar Skrivagnerien Hebraek. Mervel a reas e Vienna, en Aostria, goude bezañ oberataet eno.

En e varzhonegoù e vez anv alies eus an troc'h etre ar relijion hag ar Sklêrijenn. Skrivañ a reas ivez diwar-benn ar pogromoù a-enep ar yuzevien ha diwar-benn ar garantez. Savet en deus, c'hoazh, barzhonegoù evit ar re yaouank. E varzhoneg anavezetañ, moarvat, eo Hachnasini Tachat knafeeg (kemer ac'hanon dindan hoc'h askell). Embann ha treiñ a reas meur a levr en hebraeg, diwar yezhoù eus kornôg Europa (Julius Caesar, gant Shakespeare, Wilhelm Tell gant Schiller, Don Quixote gant Cervantes, barzhonegoù gant Heine...).

Kalz eus e varzhonegoù zo bet lakaet sonerezh warno gant sonaozourien eus Israel. Deuet eo e di e Tel Aviv da vezañ ur mirdi hag ur greizenn sevenadurel, "Beit Bialik".