Heiloo
Heiloo (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e rannvro istorel Friz ar C'hornôg, e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 18,99 km² eo gorread Heiloo (douar : 18,76 km², dour : 0,23 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 22 248 annezad enni. Ar c'hêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Heiloo : Bollendorp, Kaandorp, Kapel hag Oosterzij.
Istor
kemmañDont a ra an anv Heiloo eus an nederlandeg heilige loo ("koad sakr"). A-hervez en dije Sant Willibrord kaset ur burzhud da benn eno war-dro 690. Ur chapel eus an XIIvet kantved a zo, anvet Onze Lieve Vrouwe ter Nood, hag un ti-kêr bet savet e 1926. Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e kreskas buan poblañs Heiloo, peogwir e teuas ur bern tud eus Amsterdam. Ul lodenn vras eus tud Heiloo a ya da labourat pe da studiañ en Alkmaar.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Heiloo ez eus 19 dileuriad :
- Heiloo 2000 - 5 dileuriad
- VVD - 5 dileuriad
- CDA - 3 dileuriad
- PvdA - 3 dileuriad
- GroenLinks - 2 zileuriad
- NCPN - 1 dileuriad
Transportoù
kemmañEn Heiloo ez eus un ti-gar ma c'haller tapout an tren da vont da Alkmaar, Hoorn, Uitgeest, Zaandam, Amsterdam, Utrecht, 's-Hertogenbosch, Eindhoven, Den Haag, Weert, Roermond, Maastricht hag Heerlen.
Un arsav-tren all a zo war an hent etre Heiloo ha Limmen. Implijet e vez ur wech ar miz da gas pirc'hirined da chapel 'Onze lieve vrouwe ter nood' (anv an arsav-tren eo ivez), padal e oa anvet Runxputte betek 1914. Unan eus ar pladennoù a voe distrujet e 1997 abalamour da abegoù surentez[1].
Ganet e Heiloo
kemmañ- Jos Brink (1942-2007), den brudet er skinwel
- Maarten van Roozendaal (3 a viz Mae 1962), kaner
- Thijs Cramer
Notenn
kemmañ
Liammoù diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |