Hellraiser zo ur film spont ha moliac'h saoz embannet e 1987. Skrivet ha renet eo bet gant Clive Barker, ha produet gant Christopher Figg. Diazezet eo ar film war al levr The Hellbound Heart gant Barker. Gant ar film-se eo ar wech kentañ ma weler Barker o seveniñ filmoù. An istor a gont dasorc'h Frank (Sean Chapman), a oa deuet a-benn da zigeriñ un nor etrezek ur bed all lec'h ma oa bet jahinet gant euzhviled anvet Cenobites. Bloavezhioù war-lerc'h, breur Frank anvet Larry (Andrew Robinson) a ya da vevañ gant e wreg nevez Julia (Clare Higgins) e ti e vamm aet da Anaon. Ur gwallzarvoud a laka gwad Larry da gouezhañ war al leur, ar pezh a zihun Frank ha da gregiñ e zasorc'h. Evit dont a-benn da zistreiñ da vat, ezhomm en deus kalz muioc'h a wad ha Julia a glask sikour anezhañ. Kirsty Cotton (Ashley Laurence), merc'h Larry, a gav boest miltamm Frank, ar pezh a laka ar Cenobites da zont en hor bed. E penn ar vandenn euzhviled emañ "Pinhead" (Doug Bradley).

Boest miltamm Hellraiser

Hellraiser zo bet filmet e fin ar bloavezh 1986. Barker en doa c'hoant da gaout ar strollad sonerezh elektronek Coil da sevel sonerezh ar film. A-benn ar fin dre bouez ar broduerien e voe adsavet ar sonerezh gant Christopher Young. Temoù gant Coil a voe kemmet nebeut gant Young ha dalc'het er film. Hellraiser zo bet skignet evit ar wech kentañ er sinema Prince Charles d'an 10 a viz Gwengolo 1987.

Abaoe e embann ez eo rannet mat ar burutelladennoù met dre-vras eo bet degemeret mat: Melody Maker a ra eus ar film ar "greatest horror film made in Britain", met evit Roger Ebert ez eo ur "bankruptcy of imagination". 9 film da heul zo bet savet betek-henn, ha seizh anezho gant Bradley oc'h adkemer e roll evel Pinhead.