Charles Henri Toussaint (Pariz, 10 a viz Ebrel 1849idem, 25 a viz Gwengolo 1911) a oa ul livour, un engravour hag ur skeudennaouer gall.

Chemins de Fer de l'Ouest : Bayeux (skritell gant H. Toussaint, 1900)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E 1874, oadet a 25 bloaz, e lakaas oberennoù war ziskouez e Saloñs Pariz, ma voe medalennet e 1876, 1884, 1899 ha 1900.

Brudet eo Henri Toussaint gant e engravadurioù a-zivout savadurioù — ilizoù-meur dreist-holl — e Pariz, Amiens, Reims, Rouen ha kêrioù all e Bro-C'hall hag e Bro-Saoz.

Er bloavezhioù 1870 e voe al livourez stadunanat Eliza Pratt Greatorex un deskardez dezhañ war an engravañ.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Dugnat, Gaïte & Sanchez, Pierre. Dictionnaire des graveurs, illustrateurs et affichistes français et étrangers (1673-1950). Villeneuve-l'Archevêque : L'Échelle de Jacob, 2001 (ISBN 978-2-913224-19-3)
  • (fr) Ziger-Viallet, Edmond Henri (da heul Bénézit, Emmanuel). Dictionnaire critique et documentaire des peintres, sculpteurs, dessinateurs & graveurs. Paris, Ernest Gründ, 1924 p. 913. Kavet : 23/10/2023.