Ur pennad Hermione zo ivez.

Hermione zo anv ul lestr-brezel gall a oa war vor etre 1779 ha 1793. Ur fourgadenn 34 c'hanol 12 lur[1] e oa, savet e porzh gall Rochefort.

Hermione nevez (Eost 2014)

Brudet eo dre ma'z eo ganti ez eas Gilbert du Motier de La Fayette eus Rochefort da gêr Boston (Stadoù-Unanet Amerika), e 1780, da gemer perzh en emsavadeg a gasas da zic'halc'hted SUA.

Ul lestr all a oa bet en anv-se a-raok er verdeadurezh c'hall(Daveoù a vank). Unan all c'hoazh a voe graet en Oriant e 1804, dindan an impalaer Napoleon Iañ.

Ur pimpatrom eus Hermione zo bet savet e Rochefort ; e 1997 e voe boulc'het ar chanter, ha d'ar 7 a viz Gwengolo 2014 e voe lakaet war vor. E miz Mezheven 2015 e treuzas ar Meurvor Atlantel evit bezañ e Boston a-benn lidañ dizalc'hiezh SUA d'ar 4 a viz Gouere.

Notennoù

kemmañ
  1. Daouzek lur e oa pouez pep boled.

Pennad kar

kemmañ