Herri ar Roue Yaouank
Herri ar Roue Yaouank (Henry the Young King e saozneg) 1155 – 1183, a oa an eil eus pemp mab Herri II (Bro-Saoz) hag Eleanora Akitania.
Henry the Young King | |
---|---|
Kurunadur Henry The Becket Leaves, c. 1230) | |
Ganedigezh | 28 C'hwevrer 1155 Londrez, Bro-Saoz |
Marv | 11 Mezheven 1183 Martèl, Bro-C'hall |
Tiegezh | Plantagenet |
Tad | Henry II of England |
Mammm | Eleanora Akitania |
Pried | Marguerite de France |
Bugale | William (19-22 Mezheven 1177) |
Besroue Bro-Saoz | |
Ren | 14 Mezheven 1170 betek e varv |
Roue | Henry II of England |
Bloaz e oa, e 1156, pa varvas e vreur henañ Gwilherm, ma teuas da vezañ pennhêr.
E 1158 e voe rakdimezet da Varguerite, kentañ merc'h Loeiz VII hag e eil pried, Constanza Kastilha (1136-1160).
E 1160, gant aotre ar pab Alesant III, e voe euredet Herri, 5 bloaz, da Varguerite, 2 vloaz. Mall bras a oa war Herri II da gaout argouroù e verc'h-kaer, Vexin.
E 1162 e voe kaset da vout skoliataet gant Thomas Becket, kañseller Bro-Saoz. A-raok dibenn 1163 e voe anvet Becket da arc'heskob Canterbury, ha trenkañ a reas an darempredoù etre ar roue hag eñ, ma voe tennet ar priñs digantañ.
Adalek 1170 e renas Herri, 15 vloaz neuze, a-gevret gant e dad evel roue Bro-Saoz, Dug Normandi, Kont Anjou ha Maine.
Mervel a reas e 1183, da 28 vloaz, tri bloaz a-raok e vreur Jafrez, dug Breizh, ha c'hwec'h vloaz a-raok e dad.
E eil breur, Richarzh Kalon-Leon, a renas war-lerc'h o zad.