Het
Eizhvet lizherenn meur a abjad semitek eo het(h) pe c'het(h) (neud), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ח) , siriek (ܚ) hag arabek (ح).
Anvet e veze al lizherenn orin lêz abalamour d'he stumm, kemmet war-lerc'h ha deut da vezañ neud.
Distaget e vez (LFE) [χ]. En arabeg unvn al lizherenn-mañ a vez distaget [ħ] hep pik a-is (ح) ha [χ] gant ur pik a-is dezhi (ﺥ). Daoust ha ma vez erbedet he distagañ [ħ] en hebraeg a-vremañ hervez rannyezhoù ar reter e vez distaget [χ] hervez doareoù-ober hengounel achkenaziz ar c'hornôg.
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek eta H, estruskek , latin H ha kirillek И.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 8.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |