*Gwelout ivez Hidalgo.

Hidalgo
titl noblañs, karg, klas sokial
Iskevrennad eusmarc'heg Kemmañ
Hidalgo en trevadennoù.
Kurunenn ardamezel hidalgos Spagn

Un hidalgo (e spagnoleg) pe fidalgo (e portugaleg) a oa un den eus an noblañs e Spagn ha Portugal.


E Kastilha ha Portugal, e veze graet gant ar ger hidalguia adalek an XIIIvet kantved da ober anv eus an holl dud eus an noblañs izel a ouenn el ledenez.

Dont a ra ar ger hidalgo eus fijodalgo, a dalv kement haж « mab da unan bennak». Abred e voe graet gant an anv-se eus an holl dud en noblañs a oa dezho dreistgwirioù hag enorioù a zeue dezhe a-berzh o lignez hag a legadent d'o mibien (tailhoù zo ha n'o deveze ket da baeañ, kastizoù a gorf n'halled ket reiñ dezho). En Aragon e veze graet gant ur ger all, ciutadans honrats, (keodedourion enoret), hag e Nafarroa e veze lavaret infanzones anezho.

Noblañs a ouenn gozh hag a lorc'h

kemmañ

E Kastilha e lavar tud an noblañs-se, deuet dre ar gwad, bezañ bet a viskoazh, ha kemeret perzh er brezelioù enep ar Vuzulmaned. Diskouez a raent o galloud dre anv an douar a oa o anv dezho ivez, ha dre berc'hennañ un ti kreñv e vogerioù (casa y solar = ti ha douar) a arouezie o gwir war an douar. Ur skeul noblañs a oa, ha meur a bazenn dezhi. Ar pep gwellañ e oa an hidalgos solariegos, gwir noblañs Kastilha. Ne veze ket douget kement a vri d'an hidalgos all ha n'o devoa bet an hidalguia nemet dre lizhiri dreistgwirioù a orin arvarus.