Hilda Whitby
Santez Hilda, pe Hild, pe Hilda Whitby (war-dro 614-680), a oa abadez en abati Hortlepool da gentañ, en abati Whitby, en Northumbria, goude. Brudet e oa he furnezh, ha dont a rae rouaned da c'houlenn ali diganti. Lakaet eo bet da santez gant an ilizoù katolik, reizhkredennek, hag anglikan. Meneget e voe hec'h anv e deiziadur Willibrord Utrecht, met anavezet eo dreist-holl gant oberenn Beda Venerabilis, an Historia ecclesiastica gentis Anglorum, e 731, ma ra anv eus ar Saozon o vont da gristenien.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Deira |
Anv-bihan | Hilda |
Deiziad ganedigezh | 614 |
Lec'h ganedigezh | Bro-Saoz |
Deiziad ar marv | 17 Du 680 |
Lec'h ar marv | Abati Whitby |
Tad | Hereric |
Breur pe c'hoar | Hereswith |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | leanez |
Karg | abbess |
Lec'h annez | Abati Whitby |
Relijion | Christian |
Urzh relijiel | urzh Sant Benead |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 17 a viz Du |
He buhez
kemmañGanet e oa Hilda pe Hild e lez Ceredig ap Gwallog, roue brezhon Elmet, ma oa repuet he zad Hereric, forbannet diouzh lez he goureontr, ar roue Edwin Northumbria. Kontammet e voe he zad.
Goude e vevas gant he mamm Breguswith hag he c'hoar henañ Hereswith, e lez Edwin. Badezet e voe d'an 12 a viz Ebrel 627 (da Sul Fask) el lec'h ma voe savet iliz-veur York, war un dro gant ar roue Edwin ha tud e lez, gant Paulin, kentañ eskob York, misioner deuet eus lez ar roue Æthelburg, roue Kent.
Ur pennadig goude e timezas Hereswith da Æthelric, breur da Anna East-Anglia.
Gant Bede n'eus ger diwar-benn dimeziñ ebet graet gant Hilda.
En abati Whitby ma oa abadez eo e vije bet bodadeg eskibien
Lidet e vez d'ar 17 a viz Du gant an Iliz katolik ha d'an 19 a viz Du gant an Iliz anglikan.