Hippolytos (mab Theseüs)
Hippolytos (henc'hresianeg Ἱππόλυτος), a oa mab Theseüs, roue Aten, hag Antiope, rouanez an Amazonezed, e gwengelouriezh Hellaz. Pa voe ganet e voe roet da sevel d'e vamm-gozh Aithra, merc'h da b-Pittheüs, roue Troizen, e-keit-se ez eas Theseüs da zimeziñ da Faidra.
Hemolc'her ampart e oa, azeuler Artemis, doueez an hemolc'h, ha karrvleiner. Fae a rae war ar merc'hed. Afrodite avat a oa gwarizi enni abalamour d'e azeulerezh ha d'ar fae a rae warni, ma reas he soñj ober droug dezhañ, ha setu penaos e troas sot Faidra, pried e dad Theseüs, gant he mab-kaer Hippolytos. Fae war Faidra a reas ivez. Hag ar vamm-gaer d'en em lazhañ. Met leuskel a reas ul lizher war he lerc'h, hag ennañ e tamalle d'ar paotr yaouank bezañ klasket he gwallañ.
Ha Theseüs neuze, droug ennañ, da c'hervel e dad, Poseidon, doue ar mor, da gastizañ e vab Hippolytos.
Un deiz ma oa Hippolytos o vleinañ e garr, da vont d'an harlu, a-hed an aod e biojoù Troizen, setu un euzhvil, hanter naer hanter tarv, o tont eus ar mor da spontañ e gezeg. Hag int da vont d'ar pevarlamm, ar c'harr da vont war e c'henoù, ha lazhet ar paotr yaouank.
Un tamm diwezhatoc'h e klevas Theseüs ar wirionez gant Artemis, ha honnezh a roas buhez en-dro d'e vab, gant skoazell an doue Asklepios. Hippolytos ne fellas ket dezhañ chom gant e dad. Kuzhet e voe gant Artemis en ur c'hoad sakr en Italia, lakaet da zimeziñ da Arikia, kemmet e anv e Virbius (« den div wech ») ha difennet ouzh ar c'hezeg tostaat ouzh an neved.
Roue e teuas da vezañ e Latium, nepell diouzh lenn Nemi, hag evel-just ec'h aozas kehelerezh da Artemis, pe Diana Aricina.
An intañv Theseüs a glaskas ur wreg all, a ouenn uhel, ha kement hag ober e tibabas ur verc'h da Zeus.
Lennegezh
kemmañ- e gregach:
- Hippolytos, trajedienn gant Euripides
- e latin:
- De Officiis, gant Cicero (Levrenn I)
- Phaedra, trajedienn latin gant Seneca
- e galleg:
- Phèdre, trajedienn c'hallek gant Jean Racine
- Hippolyte, trajedienn c'hallek gant Robert Garnier
- Phedre et Hippolyte, trajedienn c'hallek gant Nicolas Pradon
Sonerezh
kemmañ- Hippolyte et Aricie, trajedienn war gan gant Jean-Philippe Rameau, skrid gant Simon-Joseph Pellegrin