Hizkia
Yehizkia, pe Hizkia, pe Yehizkiahou[1] pe Ec'hiskia[2] (Ezechias e Latin, en hebraeg: חזקיה pe חזקיהו ( "Doue en deus kreñvaet") a oa roue Yehouda etre 716 ha 687 kent JK hervez ar Bibl (2R 18-20 ; Ye 36-39 ha 2Dn 29-32)
Deskrivet eo gant testennoù ar Bibl evel ur roue meur ha madelezhus; o heuliañ skouer e hendad Ouzia (781-740 kent JK). Degas a reas adaozadurioù politikel ha relijiel evel kreizennerezh al lidoù e Templ Salomon goude bezañ distrujet an toullad santualioù ma oa tu da aberzhiñ a-raok. Pareet e vefe bet dre vurzhud (2R 20, 1-11). Kas a reas Merodak-Baladan, roue Babilon, kannaded d'e weladenniñ goude e gleñved hag e bare. Diskouez a reas dezho e binvidigezhioù ar pezh a lakas Yeshaia da ziougañ evee kaset petra da Vabilon un deiz (2R 20,12-19).
E-kerzh e ren he doe rouantelezh Yehouda d'ober gant gourdrouz an Asirianed o doa distrujet Shomron, kêr-benn rouantelezh Israel. Goulenn a reas Hizkia sikour ar profed Yeshaia (2R 19-20)
Notennoù
kemmañ- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p425
- ↑ Levr Izaia gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1981