Rouantelezh Yehouda

(Adkaset eus Roue Yehouda)

Rouantelezh Juda, pe Yehouda, zo ur rouantelezh vihan er Reter Nesañ, savet gant an Hebreed en Oadvezh an Houarn. Hervez ar Bibl, e padas eus 931 da 586 a-raok JK.

Rouantelezh Yehouda
Stad
Iskevrennad eusrouantelezh, bro istorel, former or current state Kemmañ
Deiziad krouiñ930 BCE Kemmañ
Anv er yezh a orinיְהוּדָה Kemmañ
RelijionAncient Israelite religion Kemmañ
Yezh ofisielBiblical Hebrew Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
Kêr-bennJeruzalem Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°31′57″N 35°5′59″E Kemmañ
Renad politikelunpenniezh Kemmañ
Office held by head of stateRoue Kemmañ
Bet erlec'hiet gantYehud (Babylonian province) Kemmañ
Erlec'hiañ a raKingdom of Israel Kemmañ
Yezh implijetBiblical Hebrew Kemmañ
Deiziad divodañ586 BCE Kemmañ
Relijion ofisielCanaanite religion, Ancient Mesopotamian religion, yuzevegezh, Yahwisme, Ancient Israelite religion Kemmañ
Map
Rouantelezhioù Yehouda hag Israel.

Da vare David ha Salomon e voe unanet rouantelezh Israel ha hini Yehouda (diwar anv Yehouda, unan eus mibien Yaakov) en ur rouantelezh, hervez ar Bibl (2S 5, 1-3). Chom a rae div lodenn disheñvel unanet dre ar roue. Goude marv Salomon e yeas meuriadoù an norzh diouzh o zu hag e voe div rouantelezh e-pad daou gantved ha kevezerezh alies etre an div. Arkeologourien zo, evel Israël Finkelstein ha Neil Asher Silberman, a laka arvar war ar pezh a gont ar Bibl. Hervezo n'eus ket bet rouantelezh unvan ebet morse hag an darn vrasañ eus an testennoù "istorel" a zo bet savet a-raok pe e-kerzh ren Yoshia e Yehouda er VIIvet kantved kent JK[1].

Chom a reas Yehouda feal da "diegezh David".

E 701 kent JK e voe freuzet ar vro gant Sennacherib, roue Asiria, darbet e voe da Jeruzalem bezañ distrujet (2Dn 32, 1-8). Pa voe diskaret an impalaeriezh Asirian ha dindan ren Jozias (640-609 ken JK) e seblantas mont gwelloc'h an traoù met diskaret e voe ar rouantelezh er VIvet kantved, paket ma oa etre Egipt ha Babilon.

Kaset e voe ar bobl en harlu da Vabilon (587 kent JK).

Pa voe aotreet ar bobl da zistreiñ gant Sirus (538 kent JK) e chomas un darn anezho e Babilon ha ne gomzjod mui eus rouantelezh Yehouda met eus proviñs Yehouda pe "Judea" pe eus "Bro ar Yuzevien" zoken ma veve kalz anezho en diavaez (Galilea, Samaria ha diavaez Palestina)[2].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. {fr} La Bible dévoilée Les nouvelles révélations de l'archéologie gant Istraël Finkelstein ha Neil Asher Silberman, troet gant Patrice Ghirardi, 432 bajenn, embannet gant Bayard e 2002, ISBN 2-227-139-51-X
  2. Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Natahn, 1990, p138