Hugh
Hugh zo un anv-badez saoznek, deuet eus an anv gallek Hugues.
Orin
kemmañDont a ra eus an anv-bihan gourel gallek (Norzh Bro-C'hall) Hughes < galleg kozh Hue < frankeg Hug, "kalon, spered, ene" (gw. uhelalamaneg hugu, heñvelster).
Paot e voe an anv Hugh e Bro-Saoz goude donedigezh an Normaned, trec'h en Emgann Hastings e 1066). Alies en kaver dindan e stumm latin Hugo.
Buan e voe saoznekaet en Howe ha Hudd, ha tremen 90 anv-familh zo deveret dioutañ, Hughes (stank e Kembre), Howe, Hudson (Hudd + son, "mab da Hudd"), Hewitt, Hutchins en o zouez[1].
Yezhoù all
kemmañTud
kemmañKavout a reer an anv Hugh er Grennamzer er bed saoz, angl-ha-norman hag iwerzhonat dreist-holl.
- Hugh Hughes, anv meur a zen, hag en o zouez :
- Hugh Hughes (Cadfan), unan eus krouerien y Wladfa e Patagonia Arc'hantina, anavezet ivez evel Cadfan, pe Cadfan Gwynedd
- Hugh le Despenser (1286-1326), mignon d'ar roue saoz Edouarzh II
- Hugh Edwin Strickland (1811-1853), skiantour
- Hugh Laurie (1959), aktour saoz
- Hugh Grant (1960), aktour saoz