Hymen (doue)
Hymen (henc'hresianeg : Ὑμήν), pe Hymenaios (Υ̓μέναιος / Hyménaios), latinekaet en Hymenaeus, a oa doue an euredoù e relijion Hellaz kozh.
Mab e oa da Apollon ha d'ur vuzenn, Ourania pe Kleio, pe Kalliope pe Terpsic'hore, pe marteze d'an doue Dionysos ha d'an doueez Afrodite, pe d'ar roue Magnes.
Lidet e veze e pep lec'h, ha huchet e veze e anv en euredoù.
Mojenn
kemmañMeur a vojenn zo war e anv
- Ur paotr koant eo, par da Apollon;
- Dieubiñ a reas merc'hed yaouank a oa bet skrapet gant morlaeron ha daskoret gantañ d'o zud, gant ma vije roet dezhañ dorn an hini a gar hag a ra fae warnañ.
- Koll e vouezh, pe e vuhez, a eure da eured Dionysos hag Ariadne.
E stalikerezh
kemmañ- ar fleüt
- ar flammerenn eured
- ar gurunenn roz
Ar skeudennoù anezhañ
kemmañDiskouezet e veze evel ur melegan, ur gurunenad bleunioù marjol en-dro d'e benn, ur flammerenn en e zorn dehou, ur ouel velen (al liv eured) en e zorn kleiz.
Liamm diavaez
kemmañ- (en) Theoi project