Iñaki Echaniz (iɲaki et͡ʃanis), bet ganet e 1993 en Oloron-Sainte-Marie, zo ur politiker gall a orin euskarat, ezel eus ar PS gall. E 2022 e voe dilennet da gannad e bastellad war-lerc'h Jean Lasalle, ha n'en em ginnige ket ken.

Pa oa bet ganet e 1993 ne oa ket difennet an dildenn war an n c'hoazh. Kement-se a voe graet gant Christiane Taubira en he c'helc'hlizher e miz Gouhere 2014(Daveoù a vank). Diwar-se e weler, el lec'hiennoù ofisiel Nos Députés[1] hag Assemblée Nationale[2]an anv skrivet hep tildenn, hag e lec'hienn vicherel ar c'hannad[3] an anv-badez skrivet gant an dildenn a zo bet berzet gant ministrez ur gouarnamant PS.

Notennoù kemmañ