Iliz ar bara kresket (Tabgha)

iliz e Tabgha

Iliz ar bara kresket zo un iliz katolik e Tabgha, war ribl lenn Tiberiad, 3 km er su da gKafarnaom, en Douar Santel, al lec'h ma konter e reas Jezuz burzhud ar bara kresket ; ar birc'hirinez Eteria, genidik moarvat a c'hGaliza eo a roas testeni a gement-se er bloavezh 393.

Santual ar bara kresket

An iliz kentañ a voe savet war-dro 352 gant ar c'hont Jozef eus Tiberiad. E-giz aoter he doa ar roc'h he dije servijet da Jezuz da lakaat ar bara. E 419 e voe distrujet gant ur c'hren-douar.

Un iliz vizantat a voe savet neuze, brasoc'h ha troet war-zu ar sav-heol ; he leurenn a oa graet gant marelloùigoù kaer. Met e 614 e voe diskaret gant ar Bersed hag e chomas en he foull betek 1932. An iliz a weler hiziv an deiz a zo bet graet ar muiañ ar gwellañ hervez patrom an iliz-se.

An iliz

kemmañ

Iliz ar bara kresket, adsavet e 1980-1982, zo miret gant Beneadiz alaman.

Ar marelligoù

kemmañ
 
Marelligoù, 4e kantvet
 
Marellig ar bara kresket

Ar marelloùigoù a weler war al leurenn eo ar re gaerañ a c'hellfed gwelet er Palestin. Garlantez ha bleunioù, loaioù-dour ha lotuz, a servij e-giz neizh pe c'hoazh da gludañ evit laboused al lenn : pauned, houidi, kerc'heized (marc'harid gouzoug hir), c'hwiboned, yer-dour, pennduiged, ur vorvran... Div dour vihan a weler ivez : servij a raent da vuzuliañ uhelder an dour.

Met an hini a sach ar muiañ an evezh eo hini ar baner gant peder baraenn ront merket gant ur groaz, ha daou besk, unan a bep tu d'ar baner : pesked sant-Per[1].

Pennad kar

kemmañ

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ