Iliz ar Premidi (Tabgha)

iliz e Tabgha

Iliz ar Premidi Sant Pêr zo un iliz katolik e Tabgha, war ribl lenn Tiberiad, 3 km er su da Gafarnaom, en Douar Santel. Savet e voe el lec'h-se evit derc'hel soñj eus an deiz ma tisklerias Pêr e feiz da Jezuz savet da vev.

Iliz ar Premidi Sant Pêr

Testamant Nevez

kemmañ

Hervez a lenner en Testamant Nevez, goude ar beskerezh vurzhudus a 153 pesked, Jezuz a lavaras teir gwech da Simon-Pêr : « Simon, mab da Yann, ha karout a rez ac'hanon ? ». Goude an trede gwech, Jezuz a lavaras da Bêr : « Bez pastor va deñved » (Yann 21,1-17)

An iliz

kemmañ
 
Ur roc'h anvet "Mensa Christi"

Savet war ur roc'h emañ iliz ar Premidi Sant Pêr, e-kichen santual ar bara kresket. E-kreiz iliz ar Premidi, ez eus ur roc'h anvet "Mensa Christi". Hervez an hengoun kristen, Jezuz a roas warni bara ha pesked da zebriñ d'e ziskibien goude e adsav da vev (Yann 21, 9-13).

Pemp gwech eo bet adsavet an iliz-se etre ar 4e kantvet hag amzer ar Groazidi. Diskaret gant ar sultan Baïbars e 1263, n'eo bet savet en-dro nemet e 1943. Ar Pab Paol VI a oa deuet di e pelerinach e miz Genver 1964[1].

Notennoù

kemmañ