Impalaeriezh latin Kergustentin


Impalaeriezh latin Kergustentin, pe Impalaeriezh latin zo ur stad latin feodel savet gant renerien ar pevare Kroaziadeg e lanneier tapet diwar impalaeriezh Bizantion. Ar pal e oa kas tiegezh an impalaerien ortodoks da get ha staliañ e penn ar stad ul lignez katolik a zae eus ar c'hornôg. E giz-se e oa bet klasket adkavout galloud ha gorre an impalaeriezh roman kozh.

Impalaeriezh latin
Kergustentin
Ardamezioù
Ardamezioù
Rannadur an impalaeriezh goude ar Pevare Kroaziadeg
Doare gouarnamant Unpenniezh
Kêr-benn Kergustentin
Padelezh 1204 - 1261
Titl penn ar vro Impalaer
Anv penn ar vro kentañ Baldoen Iañ
Anv penn ar vro diwezhañ Baldoen II
Yezhoù ofisiel Latin, Henc'halleg
Yezhoù ar bobl Gresianeg

Da benn-kentañ e oa galvet tud d'ar pevare Kroaziadeg d'aloubiñ Jeruzalem adarre, kouezhet gant ar vuzulmaned abbasid, met kudennoù politikel hag un diouer a c'halloud milourel a lakaas ar groazidi da cheñch soñj ha mont da lakaat seziz war Kergustentin, kêr-benn impalaeriezh Bizantion. An emglev a oa lakaat Isaac II Angelos war an tron en-dro, dalc'het d'ar c'houlz-se gant Alexios III Angelos. Mab Isaac II, Alexios IV, a doueas d'ar groazidi o harpañ gant argant ha nerzhioù milourel evit aloubiñ Jeruzalem ma vije adkavet ar galloud gant e dad. Trec'h e voe ar groazidi, mes ne oant ket bet paeet gant Alexios evel e oa bet raktreset. Preizhet e oa bet ar geoded pinvidik ganto en Ebrel 1204.