Stadoù latin ar Reter
Stadoù latin ar Reter eo ar peder Stad savet war-lerc'h ar c'hentañ Kroaziadeg e Palestina ha Siria, en o zouesk Rouantelezh Jeruzalem, Priñselezh Antiochia, Kontelezh Edessa ha Kontelezh Tripolis.
Aloubadeg al Sav-Heol a voe aesaet er mare-se gant an emgannoù a c'hoarveze ingal etre nerzhioù muzulman enebet hag o doa breskaet dalc'hidigezh an tiriad. Europiz hag a veze graet Franked anezho er amzer-se a oa staliet evel ur vinorelezh e penn Stadoù goude ar c'hentañ Kroaziadeg e-keit ma veze poblet ar vro gant kristenien digatolik, yuzevien ha muzulmaned.
Komzet e veze arabeg evel yezh-kenwerzh daoust ma veze implijet an henc'halleg gant ar Franked, an okitaneg da gentañ penn e Tripoli.