Inis Fraoigh
Inis Fraoigh (Inishfree pe Inishfree Upper e saozneg[1]) zo un enezenn war aod kontelezh Dún na nGall, e gwalarn Iwerzhon. Emañ etre an douar-bras hag Árainn Mhór.
E deroù an XXvet kantved e oa 36 familh o vevañ en enezenn. Séamus Ó Grianna ha Peadar O'Donnell a voe mistri-skol enni o-daou[2].
E 1980 e oa deuet tud Kumuniezh Atlantis eus Ailt an Chorráin (Burtonport) da Inis Fraoich, d'ober o annez eno[3]. Kumuniezh Atlantis a oa bet krouet e 1974 ; lesanvet e oant "The Screamers" abalamour ma taolent forzh kriadennoù dindan an amzer. Diwezhatoc'h e voe kuitaet Inis Fraoigh ganto, da vont da Icononzo e Kolombia e 1989[4].
An den diwezhañ o vevañ en Inis Fraoigh a voe un arzour, Barry Pilcher, o chom eno etre 1993 ha 2013[5]. Tiez-vakañsiñ zo c'hoazh, implijet en hañv hepken.
Inizi all
kemmañMeur a enezenn all zo anvet Inis Fraoigh en Iwerzhon, er mor pe e lennoù e diabarzh ar vro.
- Un enezenn all anvet Inis Fraoigh (Inishfree Lower) zo ivez e kontelezh Dún na nGall. Bihan eo, ha pelloc'h en hanternoz emañ. Tud a oa o vevañ enni betek ar bloavezhioù 1960[6].
- Un enezenn vihan anvet Inis Fraoigh zo e Loch Gile war an harzoù etre kontelezh Sligeach ha kontelezh Liatroim[7]. Brudet eo bet dre ur varzhoneg gant William Butler Yeats, anvet "The Lake Isle of Innisfree".
- Un enezenn anvet Inis Fraoigh (Inish Free) zo e Loch Éirne, e kontelezh Fear Manach[8]
Levrlennadur
kemmañ- (en) My Introduction to Inishfree, tennet eus Inishfree – A Tribute To A Donegal Island And Its People gant Margaret Duffy.
Notennoù
kemmañ- ↑ logainm.ie
- ↑ (en) The Independent, 03 Mae 2012
- ↑ "The screaming cult makes its way to Galway", The Irish Times (7 Du 2017).
- ↑ "Donegal's 'screamers': The story of 1970's Atlantis Commune", BBC News (23 Gouere 2018).
- ↑ (en) The Independent, 3 Mae 2012
- ↑ David Walsh (2004). Oileain: A Guide to the Irish Islands. Pesda Press. ISBN 978-0-9531956-9-5.
- ↑ logainm.ie
- ↑ Placenamesni.org