Inis Mór pe Árainn (Inishmore e saozneg) eo an hini vrasañ eus an Inizi Árainn e Bae Gaillimh, en Iwerzhon. Ur gorread 31 km² he deus an enezenn.

Inizi Árainn
Aod kreisteiz Inis Mór, e-kichen Dún Aonghasa.

Árainn pe Árainn Mhór eo anv kozh an enezenn. Evit na vefe ket kemmesket gant enez Árainn Mhór, zo e kontelezh Dún na nGall, e voe kroget d'ober gant an anv Inis Mór ("Enez Veur") en XIXvet kantved ha bremañ e vez implijet an anv-se ken e saozneg (skrivet Inishmore), ken en iwerzhoneg. Hogen Árainn eo anv ofisiel an enezenn, hag Árainn ivez eo an anv implijet peurliesañ gant an enezourien.

Cill Rónáin eo kêr vrasañ an enezenn, war-dro 50 km diouzh kêr Gaillimh.

Unan eus lec'hioù kreñv an iwerzhoneg eo Inis Mór, evel an div enezenn all Inis Meáin hag Inis Oírr. Er Gaeltacht emaint. Meur a lec'hienn ragistorel zo en enez, evel da skouer Dún Aonghasa, ur c'hreñvlec'h eus Oadvezh an Houarn. Abalamour da se e teu touristed e-leizh da weladenniñ an enezenn. Liammet eo Inis Mór ouzh an douar-bras gant bigi a zeu eus porzh Ros a' Mhíl, e kontelezh Gaillimh, eus porzh Gaillimh e-unan, pe eus porzh Dúlainn e kontelezh An Clár, pe gant kirri-nij bihan a zibrad en Indreabhán.

Tud brudet

kemmañ