Inis Meáin (Inishmaan er stumm saoznekaet) zo unan eus an Inizi Árainn e Bae Gaillimh, en Iwerzhon. « Enez kreiz » eo ster anv an enezenn, p’emañ etre an div enezenn all, Inis Mór hag Inis Oírr. An eil vrasañ eo e-touez an inizi Árainn a-fed ment, gant 4 km hed ha 2,5 km led hag ur gorread 9 km². An hini vihanañ eo avat, a-fed poblañs, gant 154 annezad (e 2006) ; hag an hini sioulañ eo ivez, gant nebeutoc’h a weladennerien.

Emañ Inis Meáin e-kreiz an inizi Árainn.

Gant se ez eo chomet yac’h an iwerzhoneg enni ha yezh an darn vrasañ eus an dud eo. Lesanvet eo bet Ollscoil na Gaeilge (« skol-veur an iwerzhoneg »), abalamour da se. Abaoe pell ez eus deuet barzhed ha skrivagnerien brudet eus Iwerzhon da weladenniñ Inis Meáin, evel da skouer John Millington Synge, Augusta Gregory ha Pádraig Mac Piarais, o deus savet skridoù eno ha desket iwerzhoneg ivez.

Savadurioù

kemmañ
 
Dún Chonchúir, Inis Meáin

Kreñvlec’hioù savet gant mein a c’haller gwelet en enezenn : Dún Chonchúir, e stumm ur c’helc’h, savet a-raok JK, ha Dún Fearbhaí, eus ar IVe kantved, savet e stumm un hirgarrezenn.

 
Teach Synge (Ti Synge)

Gweladenniñ a c’haller Teach Synge, an ti ma oa bet ar skrivagner John Millington Synge o chom pa oa bet en Inis Meáin, bep hañv etre 1898 ha 1902, pa veze roet bod dezhañ gant Bríd ha Páidín Mac Donnchadha. Eno e kavas awen da skrivañ pezhioù-c’hoari evel The Playboy of the Western World (« Labous-den Penn ar Bed »[1]) pe Riders to the Sea (« War varc’h d’ar mor »[2]).

Ul labouradeg da zisallañ an dour-mor zo bet savet da bourchas dour d’an enezidi[3].

Notennoù

kemmañ
  1. Lakaet e brezhoneg gant Remi Derrien hag embannet gant Emgleo Breiz
  2. Lakaet e brezhoneg gant Youenn Drezen hag embannet gant Gwalarn e 1926
  3. Inis mean water restored airport still closed